Merwen Runpaot
Merwen Runpaot, Marcel Rimpot diouzh e anv ofisiel, a oa bet ganet d'ar 27 a viz Ebrel 1915 e Roazhon, ha marvet d'ar 27 a viz Du 2004 e Pariz. Brezhoneger hag esperanteger e oa ha skrivet en deus ur yezhadur esperanteg e brezhoneg.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp bloaz e oa Merwen Runpaot pa voe enfredet e dad e-giz liorzhour gant Tadoù Sant-Lazar Roazhon. Abred-tre eo bet o respont an oferenn da 6 eur hanter pe 7 eur diouzh ar beure. Asantiñ a reas diouzhtu pa voe goulennet gantañ hag-eñ e felle dezhañ mont da visioner dindan Urzh Tadoù Sant-Lazar. Diwar neuze e voe ret dezhañ pellaat diouzh Breizh. Mont a reas war ar studi e kloerdi bihan Beaupréau (Maine-et-Loire) da gentañ. Eno e teskas brezhoneg gant ur c'heneil-skol na gomze ket 'met brezhoneg. Da c'houde ez eas da Loos-lez-Lille evit e studioù eil-derez.
D'ar 6 a viz Gwengolo 1933 e voe degemeret e kenvreuriezh al Lazaridi, ha beleget e voe e Dax d'an 19 a viz Gouere 1943.
E 1944 e voe anvet da gelenner war ar brederouriezh e kloerdi bras Evreux betek ma voe serret e 1958. Chom a reas en eskopti Evreux betek 1985. Neuze en em dennas da Vrest evit abegoù yec'hed. Eno e labouras betek ma voe ret dezhañ mont da di-mamm ar genvreuriezh da Bariz en abeg d'e yec'hed atav.
Oberoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Komprenit an esperanteg - Komprenu la esperanton, Merwen Runpaot, Hor Yezh, 1993
- Brezhoneg ...buan hag aes - La bretona lingvo ...rapide kaj facile, Per Denez, troet gant Merwen Runpaot, Hor Yezh, 1997