Mazhev
Neuz
(Adkaset eus Maze)
Mazhev zo un anv-badez brezhonek a deu eus an hebreeg מתתיהו (Matatyahu) pe מתיתיהו (Matityahu) "prof Yahweh" dre ar henc'hresianeg: Μαθθαιος. Anv an abostol hag avielour Mazhev eo.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mazhe
- Maze
- Mahe
Mazeas zo un anv-badez all gant ar memes ster.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mathew ha Matthew e saozneg
- diwar an anv-se an anvioù-tiegezh Mathews, Matheson
- Matteo en italianeg, distroadet eo bet gantañ an anv gallek e Bro-C'hall
- Mateo e spagnoleg ha kroateg
- Mathieu, Matthieu, Mathieux ha Matthieux e galleg.
Anvioù-badez all kar dre ar ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvioù all kar dre ar ster « roet gant Roue, profet gant Doue » :
- anvioù a orin hebreek : Mazheas da gentañ-penn, hag ivez Jonathan, Nathanaël
- anvioù a orin gregach:
- anvioù a orin latin: Deodado, Deodat
- anvioù gallek: Dieudonné
- anvioù slavek: Bogdan
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall eo bet an anv-se diouzh ar c'hiz evit ar vugale dreist-holl etre ar bloavezhioù 1970 ha 2010, met anavezetoc'h eo evel anv-tiegezh.
- Mazhev Arras (1290? – 1352), tisaver ha kizeller
- Mahé Drysdale (g. e 1978), roeñver aostralian-zelandneveziat (dont a ra e anv-bihan eus an enez Mahé er Sechelez)
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a stumm a zo d'an anv-se : Maze, Mazeas, Mahe, Maheas, Maheo, Mao, ar Mao...
Anavezet eo :
- Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais (1699-1753), merdeer
- Jean Mahé, rezistant
- Édouard Mazé, micherour
- Émile Mazé, rezistant
- Herve Maze, penn ar gelaouenn SAV e-pad ar brezel
- Gwenael Maze, penn ar gelaouenn Skiant
- Pierrette Maze, e wreg, anavezetoc'h evel Pierrette Kermoal, penn ar gelaouenn Aber
- François Mahe, marc'houarner breizhat
- Patrick Mahé, kazetenner ha skrivagner
- Gildas Mahé, bageer-dre-lien
- Jean-Michel Mahe, skrivagner ha troer
- Mari-Elen Maze (g. e 1940), troourez vrezhonek
- Hoel Mahe, daneveller ha troer
Mazeas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Goulven Mazeas (1895-1981), emsaver
- e verc'h Claudine Mazéas (1926-2018), dastumerez vrezhonek
Anvioù-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lokmazhe
- Enez Mahé, er Sechelez, diwar anv Mahé de la Bourdonnais
- Mahébourg, ur gêr en enez Moris, diwar anv Mahé de la Bourdonnais
- Mahe, ur gêr e tiriad Puducherry, en India
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aviel Mazhev
- Mae e saozneg ha Maé e galleg zo anvioù-badez all