Marianna
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Marianna zo un anv-badez brezhonek hag italianek, savet diwar an anvioù-badez Mari, pe Maria, hag Anna, hag a gaver e yezhoù all.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E latin e oa "Mariamne", deuet eus ar gregach "Mariamme" ivez. Daou orin a c'hall bezañ:
- dont a rafe eus an anv hebreek Maryam, deuet da vout Miriam, deuet marteze eus an anv egiptek mrj-ima, hag a dalv "karet" (mrj) hag Amon (ima), da lavarout eo " Karet gant an doue Amon".
Neuze ne vije ket kar e doare ebet da Mariano na Mariana.
Yezhoù all hag adstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marianna, Mariannaig, Mannaig e brezhoneg
- Mariannina en italianeg (Marianno, Mariannino evit ar baotred).
- Mariana e portugaleg ha saozneg;
- Marianne en alamaneg, galleg ha saozneg.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maria Anna Mozart (1751-1829), sonerez aostrian
- Marianna Angeli Pascoli, pe Marianna Pascoli pe Marianna Pascoli Angeli' ( 1790 - 1846 ), poltredourez italian.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marianna Bacinetti (1802-1870)
- Mariana Grajales (1815-1893), emsaverez kuban
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marianna Candidi Dionigi, skrivagnerez ha livourez italian
- Marianna Cataldi (1974-), kanerez italianek
- Marianna Csörnyei (1975-), matematikourez hungarat
- Marianna Donnart (1988-), skrivagnerez vreizhat
- Marianna Leporace, kanerez vrazilian
- Marianna Pineda, kizellerez stadunanat
- Marianna von Martines, sonerez ha kanerez aostrian, a orin spagnol
- Marianna Madia, politikerez italian
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mariana, er pezh Measure for Measure, savet gant William Shakespeare etre 1601 ha 1606.
- Marianna Fri Ruz, un danevell vrezhonek gant Abeozen, en dastumad Pirc'hirin Kala-Goañv .
- La lunga vita di Marianna Ucrìa, ur romant e 1990 gant Dacia Maraini, savet diwarnañ ar film Marianna Ucrìa e 1997.
- Marianna Sirca, ur romant italianek e 1915 gant Grazia Deledda, a voe Priz Nobel al Lennegezh e 1926.
- Lady Marianna Guillonk, lesanvet "La Perla di Labuan", ar plac'h karet gant Sandokan, e romantoù italianek Emilio Salgari.
Liverezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mariana (Millais), taolenn gant al livour saoz John Everett Millais e 1851, awenet gant Mariana, eus ar pezh Measure for Measure, gant William Shakespeare, skrivet e deroù ar XVIIvet kantved.
Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marianna a vez graet gant tud zo eus Marianne, arouez ar Republik c'hall
Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Steredoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 602 Marianna, un asteroidenn.