Mont d’an endalc’had

Marianna Candidi Dionigi

Eus Wikipedia
Marianna Dionigi

Marianna Candidi Dionigi (1757-1826) a oa ul livourez ha barzhez italian. Beajiñ a reas e Lazio ha kanañ a reas meuleudi d'ar c'hêrioù gweladennet ganti, Alatri, Anagni, Ferentino, Arpino hag Atina, kêrioù sadornel hervezi, dre ma vijent bet diazezet gant an doue Sadorn.

Gant he livadurioù e sav skeudenn un Ciociaria ma kendeuz labour an natur hag oberoù an dud en un doare brav.


  • Viaggi in alcune città del Lazio che diconsi fondate dal Re Saturno, Roma, 1809.