Maria Letizia Ramolino
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs, Republik Genova |
Anv e yezh-vamm an den | Letizia Bonaparte |
Anv ganedigezh | Maria Letizia Ramolino |
Anv-bihan | Maria-Letizia |
Anv-familh | Ramallo |
Deiziad ganedigezh | 24 Eos 1750 |
Lec'h ganedigezh | Aiacciu |
Deiziad ar marv | 2 C'hwe 1836 |
Lec'h ar marv | Roma |
Lec'h douaridigezh | Chapelle Impériale |
Tad | Gian Girolamo Ramolino |
Mamm | Angela Maria Pietra-Santa |
Pried | Carlo Buonaparte |
Familh | tierniezh Bonaparte |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | brientin |
Deskrivet dre | Letizia Ramolino Bonaparte portrait, Bust of Letizia Ramolino |
Maria Letizia Ramolino a oa ur vaouez eus Korsika ganet d'ar 24 a viz Eost 1750. Merc'h e oa da Jean-Jérome Ramolino ha da Angela Maria Pietra-Santa .
A orin italian e oa he ziegezh, diskenn a rae eus konted Colalto; ar c'hentañ anezhe a ziazezas en Aiacciu a oa dimezet da verc'h dodje Genova.
Brudet e oa he c'hened en enez. Kontet ez eus bet e oa bet bodet gant Pascale Paoli, p'edo e barr e c'halloud, holl goantenned Korsika da ziskouez da gannad Tunis, hag edo Maria Letizia er renk kentañ.
Gwaz ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a eure da Carlo Maria Buonaparte. Lidet e voe an eured d'an 2 a viz Mezheven 1764, pa oa 14 vloaz, ha 13 bugel a voe. Setu int:
- Napoleone Buonaparte (1764 - 17 a viz Eost 1765)
- Maria Anna Buonaparte (3 a viz Genver 1767 - 1 a viz Genver 1768).
- Giuseppe Buonaparte (7 a viz Genver 1768 - 28 a viz Gouhere 1844)
- Napoleone Buonaparte (15 a viz Eost 1769 - 5 a viz Mae 1821). An anv-se a voe roet dezhañ diwar-lerc'h hini e vreur henañ, marvet trumm .
- Maria Anna Buonaparte (1770). Ganet marv. Anvet diwar-lerc'h he c'hoar marvet trumm.
- Maria Anna Buonaparte (14 a viz Gouhere - 23 a viz Du 1771 ). Anvet diwar-lerc'h he div c'hoar marvet trumm.
- Ur bugel ganet-marv.
- Luciano Buonaparte (21 a viz Mae 1775 - 29 a viz Mezheven 1840)
- Elisa Buonaparte (Maria Anna Elisa Bonaparte Bacciochi)(13 a viz Genver 1777 - 7 a viz Eost 1820)
- Luigi Buonaparte (2 a viz Gwengolo 1778 - 25 a viz Gouhere1844)
- Maria Paoletta Buonaparte (20 a viz Here 1780 - 9 a viz Mezheven 1825)
- Maria Annunziata Carolina Buonaparte (24 a viz Meurzh 1782 - 18 a viz Mae 1839). Dimezet da Joachim Murat.
- Girolamo Buonaparte (15 a viz Du 1784 - 24 a viz Mezheven 1860)
E Bro-C'hall hag en Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas he gwaz en 1785 e rankas bevañ er baourentez. Met gwellaet e voe stad an tiegezh pan eas hec'h eil mab Napoleone war vicher an armoù. E 1793 e rankas kuitaat Korsika a oa en em savet a-enep Bro-C'hall, da vont da v-Marseille. D'ar c'houlz-se eo e kustumas sellout berr.
Ne oa ket evit en em glevout gant Joséphine de Beauharnais a zimezas gant ar jeneral Bonaparte en 1796. Kontrol d'ar pezh a weler e taolenn David n'eas ket da gurunidigezh he mab en 1804 dre ma ne oa ket a-du gantañ na diwar-bouez e eured na diwar-bouez e gurunidigezh.
Koulskoude e voe anvet, dre un dekred d'an 23 a viz Meurzh 1805, da v-Meurded Impalaerel hag Itron Mamm. Bevañ a rae pell diouzh al lez, e kastell Pont-sur-Seine, profet dezhi gant he mab, diskenn a rae en Hôtel de Brienne pa c'hoarveze dezhi donet da b-Pariz. Galleg ne gomze ket, na biskoazh ne zeskas.
Devot e oa, gwarez a c'houlennas digant ar pab pa voe ret mont d'an harlu, ha mont a reas da chom da Roma, d'ar palez Falconieri gant he hanter-breur ar c'hardinal Joseph Fesch, ha goude d'ar palez Rinuccini. Eno eo e klevas keloù eus marv Napoléon Bonaparte d'ar 5 a viz Mae 1821 hag eno eo e varvas d'an 2 a viz C'hwevrer 1836. E Corneto e voe beziet, met degaset e voe he c'horf da Aiacciu e 1851, ha neuze d'ar Chapel impalaerel en 1860 war urzh he mab-bihan Napoleon III.