Maoron
Maoron | ||
---|---|---|
Iliz katolik Sant Pêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Mauron | |
Anv gallek (ofisiel) | Mauron | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Ploermael (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56127 | |
Kod post | 56430 | |
Maer Amzer gefridi | Eugène Grasland 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Ploermael Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | www.mauron.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 176 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 47 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 81 m bihanañ 47 m — brasañ 130 m | |
Gorread | 67,23 km² | |
kemmañ ![]() |
Maoron a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h kanton Maoron e oa betek 2015.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-Yves Le Moing (1990) : Mauron, 1426 RM
- Erwan Vallerie (1995) : Mauron, 1152; Morron villam fortem, 1371; Mauronio, 1477; Mouron, 1630;
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain (2000) : "domani un den anvet Maurus / Maurius"
- Éditions Flohic (1996) : "marteze diwar Maored deut da heul Jul Kezar; marteze diwar anv ar rouanez Moronoë, gwreg Judikael. Marteze abalamour e oa Maored er vro goude emgann Poitiers e 732"
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En gul e leonparzh en argant.[2] Sturiad : Foi de Brehand vaut mieux qu'argent |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Maoron e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Maoron da benn ur c'hanton, hini Maoron, gant peder c'humun ennañ: Brennieg, Maoron, Sant-Brieg-Maoron ha Sant-Leri; e Bann Ploermael edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet ar c'hanton dindan anv Kanton Maoron ivez. Lakaet e oa bet Maoron en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[3],[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Le Moine e anv, ha daou gure, Gerard ha Bernard[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eil Brezel-bed:
- pemp den eus ar gumun a varvas er c'hampoù-bac'h; rastellet e oant bet d'an 20 a viz Genver 1944 gant an Alamaned goude ma voe bet lazhet ur soudard alaman e Gwiler-Porc'hoed [6];
- d'an 12 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij P-38 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Maoron; e nijour a zeuas a-benn da achap [7];
- dieubet e voe ar gumun gant lu SUA d'an 3 a viz Eost 1944; ur soudard eus lu SUA [8], ur Gall yaouank hag unnek soudard alaman a voe lazhet en emgann [9].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol zivyezhek a zo eno abaoe 2000.
- E distro-skol 2022 e oa 24 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (7,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Andigné,
baroned Maoron |
En argant, e dri ererig en gul, pigosek hag iziliek en glazur | |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Áth Trasna | 1986 |
![]() |
Adunați | 1993 |
![]() |
Gmina Kętrzyn | 2004 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Tiegezh Brec'hand ; siell 1275 ; Kuzul ar Gumun : 26 a viz Mezheven 1984.
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 56, 215, 342 ha 354
- ↑ Cassini - EHESS - Maoron - Fichenn ar gumun
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 15
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 86-89
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Eric Rondel, Les Américains en Bretagne, pajenn 138, Éditions Astoure, 2008
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 104-105