Brennieg
Brennieg | ||
---|---|---|
![]() | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Brinyac | |
Anv gallek (ofisiel) | Brignac | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Ploermael | |
Kod kumun | 56025 | |
Kod post | 56430 | |
Maer Amzer gefridi | Martial Le Breton 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Ploermael Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Ploermael - Kalon Breizh | |
Lec'hienn web | https://brignac.bzh/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 194 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 15 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 84 m bihanañ 68 m — brasañ 126 m | |
Gorread | 13,12 km² | |
kemmañ ![]() |
Brennieg (Brignac e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ar stêr Yvel ha Stêr an Dug emañ Brennieg, e-barzh un draonienn.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-Yves Le Moing : "... Brignac, skrivet Brennac e 1165 ..."
- Embannadurioù Flohic : "Brignac, da vare ar Romaned, e oa anvet Brennac".
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dauzat & Rostaing : "diouzh un anv den galian ha roman *Brinnius, diouzh galianeg Brennos, *Brinnos ha lostger -acum".
- Hervé Abalain : "Brehnac e 1330; kentoc'h Brinniacus < *Brinnius, un displegadenn diazezet war brenn : ul lec'h ez eus runioù, a zo da sell; cf. Brigneuc".
- War pezh e lavar Ogée, Brennieg en em gav en un draonienn; evel-se eo diaezh da ginnig runioù; mont war zu ur wrizienn evel *bracu- = lec'h gleb e vefe tostoc'h eus talvoudegezh an anv[2].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
rannet; ouzh 1, en gul e dri dorzhell en erminoù; ouzh 2, en argant e dreustell en sabel heuliet gant teir flourdilizenn en gul, 2, hag 1; e gab dentek en aour karget gant un dreustellan kommek en glazur
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brennieg e oa ur barrez eus eskopti Sant Maloù. Staget eo bet ouzh hini Gwened e-kerzh an Dispac'h gall.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Brennieg e kanton Maoron; e Bann Ploermael edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet ar c'hanton dindan anv kanton Maoron ivez, chom a reas ar gumun er c'hanton. Lakaet e oa bet Brennieg en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[3],[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 30 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,40 % eus he foblañs e 1911[5] ;
- Eil Brezel-bed: un den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel; serret e oa bet d'an 20 a viz Genver 1944 gant an Alamaned goude ma voe bet lazhet ur soudard alaman e Gwiler-Porc'hoed[6]; mervel a reas e kamp-bac'h Mauthausen en Aostria[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé ABALAIN : Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000.
- Albert DAUZAT et Charles ROSTAING : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Librairie Larousse, 1963; Librairie Guénégaud, 1978.
- Éditions FLOHIC : Le patrimoine des communes du Morbihan. 1996.
- Michel FROGER et Michel PRESSENSE : Armorial des communes du Morbihan. Froger SA. 1996.
- Jean-Yves LE MOING : Noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop Breizh. 1990.
- Ogée ː Dictionnaire Historique et Géographique de la Province de Bretagne, dédié à la Nation Bretonne. Nouvelle édition, revue et augmentée par MM. A. Marteville et P. Varin. Rennes. Molliex, 1845. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- Erwan VALLERIE : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez * Corpus * Traité de toponymie historique de la Bretagne. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ JC Even ː httpː//marikavel.org/bretagne/brignac/accueil.htm
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 56
- ↑ Cassini - EHESS - Brennieg - Fichenn ar gumun
- ↑ 5,0 ha5,1 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan -Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 86-89