Mangez
Ar mangez eo frouezh ar gwez mangez (Mangifera indica, kerentiad Anacardiaceae), hag a zo gwez bras hag a gresk ez-naturel e koadeier India ha Birmania. Azeulet e vez ar gwez-se gant an hindoued. Diwar stumm ar frouezh e teu ivez an tres anvet “kachmir”. Dont a ra an anv eus ar malayalameg manga, kemeret ivez gant ar portugaleg manga.
Taolennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mangez a zo frouezh bouedek, hag a bouez etre 300 g ha 2 gilo. Frouezh askornek int ivez, ha chom a ra ar vouedenn peg ouzh ar maen, hag a zo ledan ha plat. Ront, hirgelc'hiek pe lounezhek e c'hall bezañ, hag ar plusk a c'hall bezañ melen, glas pe ruz. Diblusket e vez ar mangez, peogwir ne c'haller ket debriñ ar plusk anezho. Ar vouedenn a zo melen-teñval, sukret hag eouliek, gant ur blaz etre hini ar pechez ha hini ar bleuñv. Neudennek e c'hall bezañ a-wechoù, dreist-holl pa vez re azv. Debret e vez evel frouezh, pe e stumm kaotigell pe c'hoazh e stumm lipig (chutney). A-fet yec'hed int frouezh hag a zegas ar pep retañ bemdez evit a sell ouzh ar vitamin C, ar B-karoten hag ar gwiennoù. Ar chug a implijer ivez evit aozañ chugoù-frouezh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez testennoù zo en dije Bouddha resevet ur verje ennañ gwez mangez digant ur serc'h anvet Ambapali. Ar pal a oa lakaat Bouddha da brederiañ ha da c'hounit e damm bara war un dro. Skignet e voe neuze ar mangez war un dro gant ar vouddaegezh. Malezia a voe tizhet e-tro ar 5vet kantved kent JC. Ar beajour ha pirc'hirin sinaat Xuanzang en dije degaset ar mangez da Sina goude ur veaj en Indez. Gant an Arabed e voe skignet er Reter-Nesañ hag en Afrika.
E 1328 e voe meneget evit ar wech kentañ gant Jordanus Catalani (anvet ivez Jourdain de Séverac), eskob e Columbum (Kerala). E lodenn gentañ ar 15vet kantved e voe taolennet evit ar wech kentañ gant ar beajour Nicolò de' Conti. Taolenniñ a reas ar mangez dindan an anv amba (diwar ar sañskriteg amram). Gant Portugaliz e voe degaset da Suamerika: e Brazil da gentañ, hag er broioù all da heul. Gounezet e vez mangez e Florida abaoe 1833, gant Henry Perine, hag e California er bloavezhioù 1880.
Hiziv an deiz e vez gounezet mangez en holl vroioù trovanel. Kantadoù a seurtoù a zo, un nebeud anezho a vez gwerzhet.
Seurtoù mangez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Produerezh hag ezporzhiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Produerezh (t.) |
India | 10 800 000 |
Sina | 3 622 000 |
Thailand | 1 750 000 |
Mec'hiko | 1 503 010 |
Pakistan | 1 072 000 |
Filipinez | 890 000 |
Brazil | 845 000 |
Indonezia | 800 000 |
Nigeria | 730 000 |
Er bed a-bezh e vez produet war-dro 26,3 milion a donennadoù (sifroù 2004). Ar 6vet frouezh produet ar muiañ eo. En holl e vez gounezet mangez e 89 bro disheñvel er bed. Abaoe un nebeud bloavezhioù ez eo aet ar produiñ mangez war gresk, hag a galz, a-drugarez da vroioù evel Sina (eil bro broduour). Ar broioù ma tebrer mangez enno abaoe kantvedoù o deus lakaet o froduerezh da greskiñ ivez, evel en India, daoust ma vez debret er vro al lod brasañ eus ar pezh a vez produet er vro.
Mangez ha yec'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]MANGEZ Talvoudegezh vezhurel evit 100 g | |||
dour : etre 82 ha 83,5% | danvezioù dre azot : % | danvezioù hidrokarbonet : % | ludu : g |
gwienn voued : etre 1 ha 2,3 g | talvoudegezh energetek : 56 à 65 kcal | ||
protein: etre 0,5 ha 0,6 g | lipid: etre 0,1 ha 0,3 g | glukid: etre 13,4 ha 17 g | sukr simpl : g |
halioù meinel & oligoelfennoù | |||
---|---|---|---|
potasiom : etre 145 ha 150 mg | fosfor : etre 22 ha 25 mg | kalkiom : etre 20 ha 22 mg | magneziom : etre 8 ha 9 mg |
sodiom : mg | houarn : etre 1 ha 1,2 mg | zink : 100 µg | kouevr : 100 µg |
manganez : 160 µg | |||
vitaminoù | |||
vitamin C : etre 22 ha 100 mg | vitamin B1 : etre 100 ha 320 µg | vitamin B2 : etre 100 ha 400 µg | B3/PP/Niacine : etre 400 ha 500 µg |
vitamin B5 : 130 µg | vitamin B6 : 50 µg | B9/folate : etre 40 ha 51 µg | vitamin B12 : µg |
vitamin A : etre 3000 ha 4130 µg | retinol : µg | vitamin E : 1800 µg | vitamin K : µg |
trenkenn zruz | |||
trenkenn zruz peurintret : g | mono-insaturés : g | poly-insaturés : g | kolesterol : mg |
Keginerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chatni