Mahomed

Eus Wikipedia
Mahomed dirak ar C'haba

Mahomed (محمد en arabeg, Muḥammad) (Mekka 571, Medina 632) eo diazezer an Islam, hag evit ar ar pep brasañ eus ar vuzulmaned ez eo profed diwezhañ o doue, Allah[1], evel ma'z eo lavaret er C'horan. Anvet eo ivez Mohammed ibn Abdullah a-wezhioù er mammennoù a lavar ivez alies e oa lesanvet "Al-Amin" en e yaouankiz, ar pezh a dalvez "onest, gwirion"[2].


Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Mahomed e Mekka e 570 pe 571 e meuriad ar gKoraichied. Mab dalif e oa hag e vamm a varvas pa oa 6 vloaz. Savet e voe neuze gant e dad-kozh Abdel Mottalib ha goude gant e eontr Abou Talib. Mesaer deñved ha bleiner karavanennoù e voe Mahomed a-raok mont da labourat evit Khadidja, un intañvez pinvidik a euredas ganti nebeut goude, da 25 bloaz. Keit ha ma vevas Khadidja ne zimezas Mahomed gant maouez all ebet.

Gwelidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mougev Hira

Bep bloaz e oa boaz Mahomed da vont da brederiañ ur mizvezh-pad en ur vougev war dorgenn Hira, e-kichen Mekka. Eno e klevas ur vouezh a c'hourc'hemenne dezhañ da gomz en anv e grouer. Gwelet a reas ivez an arc'hael Gabriel a lavaras dezhañ meur a wech "Dibun".

Dre ma ne dave ket ar mouezhioù ha kendrec'het gant e wreg ec'h eas da brezegiñ dirak Mekkiz tri bloaz diwezhatoc'h (e 611). Ne reas ket berzh avat hag ouzhpenn d'e wreg ne zeuas a-benn da c'hounit d'e feiz nemet e genderv Ali, mab Abou Talib. Goude-se e voe kendrec'het Said, advabet gantañ hag Abou Bakr, mignon ha kar dezhañ.

Tamm-ha-tamm e kreskas niver an dud tro-dro dezhañ, sklaved ha tud paour an darn vrasañ anezho. War an tu all e kreskas ivez e enebourien, uhelidi ha marc'hadourien binvidik, direnket gant e c'hoant da cheñch ar gevredigezh hag e rebechoù ouzh azeulerezh an idoloù.

E 615 e oa deuet da vezañ galloudus a-walc'h evit lakaat ar gKoraiched da gaout aon rak e levezon. 83 familh a-douez diskibled Mahomed a voe skarzhet neuze diouzh Mekka, spi gant ar vrientinien da ziskar evel-se ar gevredigezh nevez. En aner e voe kar kenderc'hel a reas e bartizaned da greskiñ. D'ar mare-se eo e teuas Omar da vezañ e ziskibl.

Dre ma tremene an amzer e voe kendrec'het Mahomed n'hallfe ket mont war-raok en abeg da atahinerezh an uhelidi. Mont a reas e darempred gant meuriadoù ha kêrioù all el ledenez. Un emglev a gavas gant annezidi Yathrib hag a asantas sentiñ ouzh e c'hourc'hemennoù ha paouez gant an idolatriezh.

D'ar 24 a viz Gwengolo 622 e kuitaas Mahomed Mekka : an Hejir a vez graet eus an divroadur-se. Ha penn kentañ an deiziadur muzulmat eo an deiziad-se.

Medina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gounezet e voe tud Yathrib d'an islam ha cheñchet e voe anv kêr e Medina (Madinat an-Nabi, Kêr ar profed en arabeg).

Mahomed a oa neuze e penn ur relijion nevez koulz hag e penn ur gêr. E plas ur gevredigezh aozet diwar sistem ar meuriadoù e savas an Omma : kevredigezh ar feizidi.

M'en doa c'hoant Mahomed da astenn e gredennoù hag e levezon e oa ret dezhañ brezeliñ ouzh Mekkaiz. Un nebeud mizioù goude an Hidjra e voe taget ur garavanenn a yae da vMekka gant muzulmaned. Daoust ma oa dister an trec'h-se e voe kalonekaet tud Mahomed en o feiz gantañ.

E bloavezh 2 an Hidjra e klaskjont en-dro argadiñ ur garavanenn met sikour a zeuas eus Mekka evit ar varc'hadourien hag ur gwir emgann a voe etre 1.000 Mekkad ha 300 muzulman : Emgann Badr. Ur wech ouzhpenn e voe trec'h ar vuzulmaned.

Pa gendalc'he an emgannoù etre Medina ha Mekka e plede Mahomed ouzh kudennoù diabarzh e gêr. Pa welas n'hallfe ket gounit yuzevien Medina d'e feiz e skarzhas o familhoù. Ar Banou-Koraiza, ar familh yuzev pennañ e Medina, a voe lazhet he gwazed ha gwerzhet maouezed ha bugale evel sklaved.

Levezon Mahomed a greske el ledenez. Meuriadoù an dezerzh a zeuas da anavezout anezhañ evel penn Arabia. Uhelidi zo eus Mekka a reas kement all.

Aloubidigezh Mekka[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E bloavezh 8 an Hijra (war-dro miz Genver 630) ec'h eas tre e Mekka digudenn. Distrujañ a reas an idoloù en templ ha touchañ ar maen du en ur huchal Allah akbar (An hini brasañ eo Allah).

Diwar-se e teuas holl veuriadoù ledenez Arabia da douañ le da vMahomed. Ha pa oa unanet al ledenez en Omma e oa tu hiviziken da soñjal strewiñ an islam en diavaez eus Arabia.

D'an 8 a viz Even 632 e varvas Mahomed e Medina.

Beziet eo bet e moskeenn Al-Masjid an-Nabawi (moskeenn ar profed).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Holl ar Vuzulmaned ne sellont ket ouzh Mahomed evel ar profed diwezhañ. Da skouer, ar gumuniezh vuzulman Ahmadiyya a soñj ez eo Mirza Ghulam Ahmad ur profed ivez. (sellet ouzh "Finality of Prophethood", Hadhrat Muhammad (PUBH) the Last Prophet. Ahmadiyya Muslim Community. http://www.alislam.org/books/truth/finality.html. )
  2. Ernst (2004), p. 85