Istorelezh Mahomed
Iskevrennad eus | istorelezh |
---|---|
Arvez | Mohammed, istor an islam |
Istorelezh Mahomed a vez graet eus studiadennoù war an dudenn istorel Mahomed ha burutelladenn ar mammennoù a gomz eus outañ evel an dezrevelloù istorel (ar C'horan, sīrah, Hadit dreist-holl).
An darn vrasañ eus an enklaskerien klasel a soñj dezho ez eus bet eus un den anvet Mahomet. Mammenn koshañ buhez Mahomed, ar C'horan, a ro nebeut-nebeut titouroù hag ouzhpenn-se eo douetus a-fed gwirionez istorel ha tabut a zo tro-dro dezhe. Ur vuhez-skrid profedel anvet ar sīra, gant un dezrevell eus e c'homzoù, obererezhioù pe pa save a-du didrouz gant un dra bennak, anvet hadith, a zo bet dalc'het dre labour istorel skrivagnerien an eil pe trede kantved eus ar Marevezh muzulman (e-tro 700−1000), hag a ro kalz titouroù war Mohamed, met gwirvoud an titouroù-se a lak tabut bras da sevel e lod kelc'hioù enklask. Bez ez eus ivez un nebeut mammennoù all hag a zo bet skrivet pa oa bev an den pe nebeut amzer goude gant nann muzulmiz hag ar re-se a brou ez eus bet eus an dudenn istorel Mohamed hag a ro tro da groaziañ anezho gant ar mammennoù muzulman.
En desped d'ar c'hudennoù lies hag a sav a-fed red buhez an den, an enklaskerien a soñj dezho ez eus trawalc'h a ditouroù istorel war Mohamed evit gouzout e oa bet eus outañ evel den met ar gudenn a zo muioc'h unan metodologiezh bremañ evit kavout an titouroù istorel ha tennañ ar pezh a zo ijinet. Diaes spontus eo gouzout petra a zo bet kemmet pe ouzhpennet gant an amzer pe petra a vije bet kadarnaet hervez mare ar skridoù.
Mammennoù islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammenn diazez islamek buhez Mohamed a zo ar C'horan hag an hengoun dre gomz bet lakaet dre skrid anvet sīra hag hadith.
Buhez Mahomed hervez ar vuzulmaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez gouizieien hengounel an islam, ar C'horan a-bezh a zo bet skrivet gant heuliderien Mohamed pa oa eñ bev c'hoazh (a-vras etre 610 ha 632), met kalz eus ar C'horan a oa dre gomz nemetken. Ur wech marvet Mahomed, e oa echuet gant mare an diskuliadur, hag heulierien Mahomed hag o devoa dalc'het ar c'horan dre benn a gendalc'he da vervel (dreist-holl goude Emgann Yamama e 633).