Abou Bakr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abu Bakr

Abou Bakr As-Siddik, ganet tro 573 ha marvet d'an 23 a viz Eost 634, eus e anv gwirion Abdu Llâh (pe 'Atîq) Ibn Abî Khâfah (arabeg: أبو بكر عتيق “الصديق” بن أبي قحافة), lesanvet al-SiddîK (ar Gwirieg), a oa ur c'heneil d'ar profed Mohammed, deuet da vezañ da c'houde penn relijiel, politikel ha milourel. Bez e oa bet hêr d'ar profed Mohammed ha kentañ kalif an islam, eus ar bloavezh 10 betek 12 goude an Hijra (an deiziataer islamek) eus 632 da 634 hervez an deiziadur gregorian.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e Mekka, bez e oa Abou-Bakr ur c'henwerzhour pinvidik hag un ezel uhel d'ur c'hlan brudet eus ar meuriad Kraych.

Hervez an hengoun sunnit, e oa bet an den kentañ da vezañ bet muzulman goude kentañ gwreg Mohammed, Khadidja, ha daou vab advabet gant ar profed.

Hervez ar mammennoù chiit eo Ali, kenderv ar profed hag a veve en e di, a vije bet an hini kentañ o vont gant hent an Islam heuliet gant Zayd, mab advabet ar profed.