Al-Masjid an-Nabawi
| Anv er yezh orin | المسجد النبوي |
|---|---|
| Relijion pe kredenn | Islam |
| Bro | Arabia Saoudat |
| E tiriad | Medina |
| Daveennoù douaroniel | 24°28′6″N 39°36′39″E |
| Darvoud-alc'hwez | foundation stone laying ceremony |
| Dedicated to | Mohammed |
| Giz savouriezh | Islamic architecture |
| Lec'hienn ofisiel | https://wmn.gov.sa/ |
| Category for the exterior of the item | Category:Exterior of Masjid al-Nabawi |
| Category for the interior of the item | Category:Interior of Masjid al-Nabawi |


Al-Masjid an-Nabawī (arabeg : المسجد النبوي "Moskeenn ar profed") zo ur voskeenn savet gant ar profed Mohammed, ha lec'hiet e kêr Medina en Arabia Saoudat.
An eil moskeenn savet en Istor an Islam eo Al-Masjid an-Nabawi, hag unan eus ar re vrasañ dre ar bed holl eo bremañ. Bez' ez eo an eil lec'h santel pouezusañ evit an Islam, goude Masjid al-Haram e Mekka.
Bepred e vez digor, forzh pe goulz-amzer pe forzh pet eur e vefe.
Tostik-tost da di ar profed Mohammed emañ al lec'h ; en em staliet e oa eno goude an Hijra, an dec'hadeg da Vedina e 622. Kemeret en doa perzh el labourioù ramzel evit sevel ar voskeenn.
Ar voskeenn orin a oa ur savadur digor war an oabl. Servijout a rae evel lec'h kejañ d'ar gumuniezh islamek, evel lez-varn hag evel skol relijiel. Bez' e oa ur bladenn en uhelder evit dezrevellerien ar C'horan.
Brasaet eo bet Al-Masjid an-Nabawī gant heulierien Mohammed, ha kinkladurioù zo bet ouzhpennet ganto.
