M249 light machine gun

An M249 light machine gun (LMG, mindrailherez lijer), eus e anv ofisiel M249 Squad Automatic Weapon (SAW) graet ivez Light Machine Gun, 5.56 mm, M249 anezhi, zo stumm stadunanat ar vindrailherez belgiat FN Minimi, savet gant an embregerezh FN Herstal (FN).
An M249 a zo savet gant skourr stadunanat an FN anvet FN Manufacturing LLC lec'hiet e South Carolina. Implijet eo un niver bras a vindrailherezioù-se gant nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika, an United States Armed Forces. Ar vindrailherez a zo bet lakaet e servij e 1984, goude ma voe lakaet war-raok evel an arm efedusañ e-touez ar re lakaet war ar renk evit bezañ armoù emgefreek an unvezioù bihan ouzh stourm. An M249 a ro an tu da unvezioù bihan niver an troadegiezh da gaout ur vindrailherez gant un niver a dennoù uhel, o tennañ resis hag hezoug evit bezañ fiñvet buan hervez penaos e tro an emgann.
An M249 a implij gazoù evit bannañ ar bolodoù. Aes eo cheñch ar c'hanol pa vez ezhomm gant an tenner. Un trebez gant daou troad a zo stag ouzh beg ar vindrailherez, tu zo lakaat an trebez tri troad M192 LGM ma vez c'hoant.
Gellout a reer lakat bolodoù doare gouriz-bolodoù pe gant kargerioù STANAG, evel ar re implijet war an M16 hag M4. Dre-se e c'hell tenner ar SAW implij kargerioù ar soudarded troadegiezh tro-dro dezhañ ma vez un arvar bras hag ez eo eñ hep bolodoù.
Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Ur soudard stadunanat o tennañ evel tan-harp gant un M249
-
Soudardez stadunanat eus an US Air Force gant ar vindrailherez M249
-
Gourdonadenn tennañ gant an 249
-
Soudarded Nerzhioù Emzifenn Japan (Jieitai) o teskiñ implij ar vindrailherez M249