Seneca ar Yaouankañ
Lucius Annaeus Seneca, anavezet ivez evel Seneca ar Yaouankañ (war-dro 4 kent JK – 65) a oa ur prederour hag un dramaour roman.
Ganet e oa Córdoba e Spagn, mab da Seneca an Henañ, etre ar bloaz 4 kent JK hag ar bloaz 1 goude JK, ha marvet d'an 12 a viz Ebrel 65.
Prederour e oa, oberour pezhioù-c'hoari, kuzulier an impalaer Neron en e grennoad. En em lazhañ a reas war urzh Neron.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet e Corduba, kêr-benn Hispania Baetica , unan eus ar c'hoshañ trevadennoù roman e-maez Italia. Diasur eo bloaz e c'hanedigezh, tri a vez kinniget gant an istorourien : pe 4, pe 3, pe 1 kent JK, diwar elfennoù dispis kavet en e oberennoù, dreist-holl [ De tranquillitate animi]] hag [[Epistulae morales ad Lucilium]]. Daou vreur en doa, Novatus ha Mela, tad ar barzh Lucanus. Tiegezh Seneca, an Annaei, a ziskenne eus divroidi italian deuet da Spagn en IIvet kantved kent JK, e deroù an trevadenniñ roman er broviñs nevez. Corduba e oa kêr vrasañ ar broviñs, ma veve an darn vuiañ eus Romaned pinvidik ha desket ar vro ; ha stank e oa an darempredoù gant kêr Roma, eleze gant ar sevenadur latin.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trajediennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek anezho zo deuet betek ennomp.
- Fabulae crepidatae
- Trajediennoù diwar danvez Henc'hres.
- Agamemnon, "Agamemnon", skrivet e 53.
- Hercules furens ("Follentez Herakles").
- Hercules Oetaeus (Herakles war Menez Œta) ; moarvat n'eo ket bet skrivet gant Seneca, da-heul ali al lizheregour flandrezat Daniël Heinsius (1580-1655.
- Medea, "Medeia".
- Œdipe, "Oidipoüs".
- Phaedra, "Faidra".
- Phoenissae, "Ar Fenikianezed".
- Thyeste, "Thyestes".
- Troades, "An Troianezed".
- Fabula praetexta.
- Trajedienn a c'hoarvez e Roma.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Oberennoù troet e galleg.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Ferri, Rolando. Octavia – A Play Attributed to Seneca. Cambridge : Cambridge University Press, 2009, pp. 5-9 (ISBN 9780521117722)