Luciano Pavarotti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Luciano Pavarotti a oa un arzour lourennek italian ganet e Modena (Rouantelezh Italia d'ar mare-se) d'an 12 a viz Here 1935 ha marvet er memes gêr d'ar 6 a viz Gwengolo 2007. Un tenor e oa. Deuet-mat eo aet da vezañ gant an holl e-pad e respet.

Kanet en deus an tonioù opera brasañ : re Verdi ha re Giacomo Puccini da skouer. Kenlabouret en deus gant arzourien a bep seurt evel U2 pe ar Spice Girls [1].

Luciano Pavarotti er Stade Vélodrome ar 15 Mezheven 2002

Gwerzhet en deus war-dro 100 milion a bladennoù.


An tri denor[kemmañ]

Gant an denored Plácido Domingo ha José Carreras e sav an tri denor. Kanañ a reont asambles e kiboù vell-droad ar bed e Roma (1990) hag e Los Angeles (1994).

"Pavarotti and Friends"[kemmañ]

Anv sonadegoù denegour etre 1992 ha 2002 eo. Tro en deus bet Luciano Pavarotti kanañ tonioù sonerezh diduiñ gant kanerien vrudet : Elton John, Céline Dion, Joe Cocker, Sting... ha kanerien jazz, gospel, rap hag opera evel just.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Herbert Breslin, Anne Midgette (trad. Claire Gaston), Le roi et moi, City Editions, Paris, 2005, ISBN 978-2915320510
  • Luciano Pavarotti, William Wright, De vive voix, Éditions Omnibus, 2003, ISBN 978-2259183901

Daveoù[kemmañ]

  1. (en)The tenor and the Spice Girls, BBC News, 10 a viz Even 1998.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.