Céline Dion

Eus Wikipedia
Céline Dion

Anv Céline Marie Claudette Dion
Ganet 30 a viz Meurzh 1968
Charlemagne Banniel Kebek Kebek
Micher(ioù) kanerez dreist-holl
Doare(où) pop, pop rock, diseurtajoù gallek, country pop, soft rock
Doare mouezh Soprano
Benveg(où) Kan
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1980
Label(ioù) 550, Epic, Columbia Records, Sony Music Canada
Lec'hienn ofisiel celinedion.com

Céline Dion ganet d'an 30 a viz Meurzh 1968 e Charlemagne, Kebek a zo ur ganerez ganadian gallek ha saoznek hag he deus gwerzhet ouzhpenn 200 milion a bladennoù er bed a-bezh. Unan eus mouezhioù ar sonerezh pop ar muiañ brudet er bed eo adalek ar bloavezhioù 1990.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwrizioù he c'herent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù ar gazetenn Le Télégramme o doa kinniget enklaskoù lignezel a-zivout Céline Dion[1]. A orin eus Breizh eo ar ganerez. Evel he zud o-daou abaoe ar XVIIvet kantved. Anv-tiegezh he mamm Tangay e oa anv ivez da Jean Tangay. Ganet eo bet an hini e 1662 e Plouziri (Bro-Leon). N'eo ket cheñchet anv-familh a-raok mamm Céline. Evit he zad e oa Jean Rioux, ganet e 1652 e Penn-ar-Bed ivez. Aet e oant kuit d'ar mare-se diagentidi Céline evit bevañ e Kebek[2],[3],[4]

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Céline Marie Claudette Dion zo an hini diwezhañ eus pevarzek bugel Thérèse Tanguay (1927-2020) hag Adhémar Dion (1923-2003). Roet e voe he anv-badez abalamour d'ar ganouenn Céline gant Hugues Aufray. Enrollañ a ra he c'hannaouenn gentañ e 1980 d'an oad a zouazek vloaz.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a albom he deus savet, e galleg hag e saozneg.

Studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveenoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.femmeactuelle.fr/actu/news-actu/celine-dion-ces-origines-surprenantes-qui-la-relient-a-la-france-2088571
  2. https://www.letelegramme.fr/bretagne/celine-dion-nouvelle-cousine-bretonne-28-12-2019-12468461.php
  3. https://www.journaldesfemmes.fr/people/magazine/2600262-meghan-markle-laurence-boccolini-charlene-de-monaco/2600298-celine-dion
  4. https://web.archive.org/web/20200102100813/https://www.letelegramme.fr/ar/viewarticle1024.php?aaaammjj=20000104&article=537959&type=ar