Loeiz Germania
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh ar C'hornôg |
Anv e yezh-vamm an den | Ludwig der Deutsche |
Anv-bihan | Ludwig |
Deiziad ganedigezh | 806 |
Deiziad ar marv | 28 Eos 876 |
Lec'h ar marv | Frankfurt am Main |
Lec'h douaridigezh | Abbey and Altenmünster of Lorsch |
Tad | Loeiz an Deol |
Mamm | Irmingard Hespengau |
Pried | Emma Bavaria |
Familh | Karolingidi |
Micher | monark |
Karg | king of East Francia |
Loeiz II, pe Loeiz Bavaria, pe Loeiz Germania, pe Loeiz ar German, hag en alamaneg Ludwig der Deutsche, (war-dro 806-† 876), a oa mab da Loeiz an Deol, impalaer ar C'hornôg, ha da Irmingard Hespengau.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouhere 817, hag eñ bugel c'hoazh, e voe roet dezhañ dugelezh Bavaria gant e dad, pa voe graet kentañ rannidigezh an impalaeriezh hag embannet an Ordinatio Imperii.
E 827, e timezas da Emma Bavaria, a oa c'hoar da Judit Bavaria, eil pried e dad. Pa varvas Loeiz an Deol en 840 e reas emglev gant e vreur Karl Voal, hag an daou da enebiñ ouzh o breur henañ Lotar Iañ a felle dezhañ bezañ mestr an impalaeriezh e-unan.
Gant Feur-emglev Verdun, en 843, e voe lakaet fin d'o emsavadenn. Gant Loeiz ez eas Frankia ar Reter, anvet ivez rouantelezh Germania, ma renas betek e varv d'an 28 a viz Eost 876.
Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]┌─ Karl Veur (747-† 814), roue ar Franked (768), roue al Lombarded (774), Impalaer ar C'hornôg (800). Anezhañ e tiskenn ar Garoleien. ┌─ Loeiz an Deol (778-† 840), roue Akitania (781-814), Impalaer ar C'hornôg (814-840). │ └─ Hildegard Vintzgau (v.757-† 783). │ Loeiz II Germania │ │ ┌─ X └─ Irmingard Hespengau (780-† 818). Merc'h da Ingramm pe Robert Cancor, kont Hespengau. └─ X
Loeiz II Germania dimezet en 827 da Emma Bavaria (cf. Welf) │ ├─Hildegard (?-† 856). ├─Karloman Bavaria (830-† 882), roue Bavaria (876-882). │ ép. X │ ├─Ermengard (?-† 886), abadez Chiemsee. ├─Gisela (?-?). ├─Loeiz III Germania (835-† 882), roue Germania (876-882). │ dimezet da Liutgarda Sachsen (cf. Liudolfides) │ ├─ Bertha, abadez Felix et Régula, e Zürich. │ └─Karl III (839-† 888), impalaer ar C'hornôg (881-887), Roue Bro-C'hall (885-887). 1) dimezet da Richardis 2) dimezet da X