Mont d’an endalc’had

Liñvadenn Veur

Eus Wikipedia
The Deluge, 1834, gant John Martin, Yale Art Museum, Yale University.

Al Liñvadenn Veur, pe al Liñvadenn hepmuiken, a reer eus un darvoud mitologel, e meur a sevenadur, ma voe beuzet, pell-pell zo, ur gorread bras a zouar ha ma’z eas e-leizh a voudoù bev da get.

Ar vojenn anavezetañ eo an istor kontet er Bibl, en Testamant Kozh. E Levr ar C'heneliezh eo kinniget al Liñvadenn Veur evel ur binijenn a-berzh Doue, da gastizañ an dud abalamour d’o fec’hedoù. Hervez ar pennad 6-8 eus Levr ar C'heneliezh[1], e voe kemennet al liñvadenn d’an den devot Noe, a savas ur vag vras da chom bev, eñ hag e familh. E bourzh ar vag-se e voe lakaet ivez, war urzh Doue, "ur c’houblad par ha parez eus kement gouenn loened a oa war an Douar". Daou-ugent devezh e padas ar glaveier ha beuzet e voe an Douar a-bezh. Met saveteet e voe an dud hag al loened, gant arc’h Noe.

Liñvadennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Utnapishtim, pe Atrahasis, a gonter e istor e Meurgan Gilgamesh. Tec’hout a reas diouzh al liñvadenn war-bouez un arc’h, heñvel ouzh hini Noe.

Diskouezet o deus studiadennoù an arbennigourien eo deuet ar vojenn kontet er Bibl, an istor anavezetañ eus ul liñvadenn veur, eus un istor koshoc’h : digant tud Mezopotamia e vije bet amprestet gant Hebreiz, rak kontet ez eus un istor heñvel e Meurgan Gilgamesh. War tablezennoù kavet e Mezopotamia ha troet gant ar Saoz George Smith e 1872, hag a vije bet skrivet er XVIIIvet pe XVIIvet kantved a-raok J.K., e konter kurioù ar roue Gilgamesh, ur roue mojennel a vije bet o vevañ kêr Uruk, e Mezopotamia, er XXVIIvet kantved a-raok J-K. War an tablezennoù-se ez eus anv eus ul liñvadenn veur a vije bet beuzet ar bed a-bezh ganti.

Abaoe kavadenn Smith ez eus bet kavet tablezennoù all ha dismantroù henoniel a bep seurt a glot gant ar pezh a gonter e Meurgan Gilgamesh. Hag en o zouez roudoù lezet gant dourioù-beuz c’hoarvezet eno ouzhpenn 5000 bloaz zo hag o dije goloet Mezopotamia a-bezh. Hebreiz, pa oant en harlu e Babilon, a glevas anv eus an darvoud-se moarvat ha kemeret e voe ganto en o lennegezh.

Deukalion, o saveteiñ e wreg diouzh al liñvadenn, diwar un daolenn gant Paul Merwart (1855 – 1902).

E mojennoù Henc'hres ivez e adkaver un istor heñvel, hini Deukalion, mab Prometeüs, saveteet diouzh al liñvadenn gant e dad Prometheüs, war-bouez un arc’h ivez. Gant an doue Zeus e oa bet degaset an dour-beuz evit kastizañ hendadoù ar C’hresianed ha lakaat fin evel-se d’an Oadvezh Aour. Gant ar C’hresianed kozh ivez e kaver ur vojenn all, hini Atlantis pe Atlantida, un enezenn a vije bet er Mor Atlantel, en tu all da strizh-mor Jibraltar, hag a vije bet beuzet « dindan un deiz hag un noz » hervez a lenner e skridoù Platon.

E mojennoù nouspet pobl all e kaver istorioù heñvel : gant an Azteked, ar Vayaed, an Inkaed, e Skandinavia, en Indez... ez eus anv eus liñvadennoù bras. Ur vojenn hollvedel eo, pa gaver kantadoù a istorioù peuzheñvel e meur a gorn eus ar bed. Ne oa ket gant an holl bobloù-se liammoù gant Mezopotamia, ken e ranker soñjal ez eus c’hoarvezet darvoudoù heñvel en o broioù. Hag int diazezet war dourioù-beuz gwirion moarvat, ez adkaver en holl istorioù-se mennozh al liñvadenn evel ur c’hastiz a-berzh an doueed.

Martezeadennoù skiantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa’z eus kement a vojennoù ma konter istor ul liñvadenn veur, e ranker soñjal int diazezet war dourioù-beuz zo c’hoarvezet e gwirionez : abalamour d’un tsunami c’hoarvezet goude ur c’hren-douar pe tarzhadenn ur menez-tan, dic'hlann ur stêr pe veur a hini goude glaveier bras, live ar mor o sevel kalz diwar abeg pe abeg, e dibenn Oadvezh ar Skorn da skouer.

Tarzhadenn ur menez-tan war enez Santorini, e Mor Egea, he dije lakaet live ar Mor Kreizdouar da sevel war-dro 1630–1600 kent J.K.

Gant douarourien zo ez eus bet skrivet studiadennoù a glask displegañ uheladur live an dour e morioù diabarzh evel er Mor Du war-dro 5600 kent J.K., pe er Mor Kreizdouar er XVIIvet kantved a-raok J.K. (a vije diazez istorel mojenn Deukalion).

Dic’hlann ar stêrioù Eufratez ha Tigris a c’hallfe displegañ mojenn al Liñvadenn Veur e Mezopotamia.

Hervez un deorienn all e vije bet krouet un tsunami bras e Meurvor Indez gant ur gometenn o kouezhañ e-barzh, war-dro 2800-3000 kent J.K [2].

  1. Levr ar C’heneliezh, pennad 6 Arc’h Noe – pennad 7 Al liñvadenn-veur http http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/testamant.kozh.geneliezh.htm
  2. hervez http://discovermagazine.com/2007/nov/did-a-comet-cause-the-great-flood.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.