Mont d’an endalc’had

Leonor Teles de Meneses

Eus Wikipedia
Leonore Teles de Menezes, Rouanez Portugal

Leonor Téllez de Meneses (Trás-os-Montes 1350-1386 Tordesillas), lesanvet a Aleivosa (ar gorvigellegez), a oa rouanez kenseurtez entre 1371 ha 1383.

Merc'h e oa da Martim Afonso Telo de Meneses, a oa kar d'ar roue Fruela II Asturiez ha Leon. He mamm, Aldonça Anes de Vasconcelos, a oa kar da Teresa Sanches, bastardez d'ar roue Sancho Iañ Portugal. Nizez e oa Leonor da João Afonso Telo de Meneses, kont Barcelos.

Yaouankik e oa pa voe dimezet da João Lourenço de Cunha, aotrou Pombeiro, hag ur mab o doe, Àlvaro da Cunha. Hervez a voe kontet en em gavas ar roue Fernando Iañ Portugal, dirazi un deiz ma oa aet da weladenniñ he c'hoar, Maria Teles, a oa dimezell a enor gant an infantez Beatriz, ur verc'h d'ar roue Pedro Iañ Portugal ha da Inês de Castro. Hag eñ sot ganti. War zigarez a genwadelezh e teuas ar roue a-benn da lakaat terriñ dimeziñ Leonor, ma savas bec'h er vro.

Eureujet e kuzh e voent e manati Leça do Balio d'ar 15 a viz Mae 1372. E miz C'hwevrer e voe ganet o merc'h, an infantez Beatriz.


Marv Xoán Fernández de Andeiro (Museu Nacional Soares dos Reis, Porto)

Gant he fried kentañ João Lourenço da Cunha he doe ur mab :

Gant hec'h eil pried Fernando Iañ Portugal, Roue Portugal, he doe tri bugel: