Mont d’an endalc’had

Fruela II Asturiez ha León

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fruela II Asturiez)
Fruela II, Roue Asturiez

Fruela II (war-dro 874–925), lesanvet el Leproso (ar c'hakouz), a oa Roue Asturiez (a oa dindan roue León neuze) etre 910 ha 924, ha Roue León etre 924 ha 925.

Trede mab Alfonso III, roue Asturiez, hag e bried Jimena Garcés, pe Jimena Asturiez (? - 912), e oa. Breur e oa d'ar rouaned García Iañ hag Ordoño II, ha eontr d'ar rouaned Sancho Ordóñez, Alfonso IV ha Ramiro II León.

Dimeziñ a reas d'e geniterv, ar rouanez Nomilia Ximenes, merc'h da Sancho Garcez, roue Navarra, ha d'e bried Toda Aragon. Hervez skridoù zo e oa dimezet, a-raok 911, da Nunilo Jimena, mamm da Alfonso Froilaz.

Bugale en doe gant Nunilo :

Fruela II a zimezas a-raok 917 da Urraca, merc'h da Abdallah Ibn Muhammad, valí Tudela, eus tierniezh ar Banu Qasi,

  • Ramiro Froilaz hag Ordoño Froilaz.

Er bloaz 932 e voent prizoniet ha dallet war un dro gant Alfonso Ordóñez hag Alfonso Froilaz war urzh ar roue Ramiro II León, ha goude kraouiet e manati Ruiforco de Torío, ma varvjont.

Bugale all en doe, n'ouzer gant pe vamm pe vammoù avat:

  • Fortis, posiblemente el hijo menor, confirma un documento de su padre en el monasterio de Eslonza el 27 de septiembre de 924.
  • Eudón.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv e voe distroadet e vab Alfonso Froilaz gant e niz Alfonso IV León, mab d'e vreur Ordoño II.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]