Nomilia Ximenes

Eus Wikipedia

Nomilia Ximenes pe Nunilo, Nunila, Nunilona, a oa pried kentañ da Fruela II, roue Asturiez ha roue León. Kement-se zo bet dastumet gant istorourien zo diwar dihelloù hag enskrivadurioù, hogen istorourien all a nac'h e vije bet anezhi zoken.

Hervez an tad Enrique Flórez e oa ar rouanez Nunilo merc'h d'ar roue Sancho Garcés II, roue Pamplona, ha d'e bried Toda Aznar.

Kement-se zo bet nac'het gant istorourien a lavar e oa ar rouanez Toda Aznar pried da Sancho Garcés I Pamplona ha n'eo ket da Sancho Garcés II.