Beatriz Portugal (1372-1410)

Eus Wikipedia
Ur pennad Beatriz Portugal zo ivez.

Beatriz Portugal (1372–1410), merc'h d'ar roue Fernando Iañ Portugal (1345-1383) ha d'e bried Leonor Teles de Meneses, a oa rouanez Kastilha (1383–1390) dre he dimeziñ da Juan Iañ Kastilha .

Pa varvas he zad e 1383 e voe anvet Beatriz, da 11 vloaz, da rouanez Portugal, hag he mamm da rejantez.

Brezel a voe etre div gostezenn

  • en un tu enebourien d'ar vamm rejantez o devoa aon rak fin dizalc'hted Portugal, renet gant mestr Avis, breur bastard da Fernando,
  • en tu all ar roue Juan Iañ Kastilha, pried Beatriz, en doa kemeret an titl a roue Portugal dre wir e wreg, hag en devoa aloubet ar vro.

A-benn ar fin e voe trec'h mestr Avis war Juan Kastilha en emgann Aljubarrota.