Mont d’an endalc’had

Leonor Aostria

Eus Wikipedia
Ur pennad Eleonore Aostria zo ivez.
Leonor Aostria (1498-1558), poltredet gant Joos van Cleve. War al lizher zo ganti en he dorn e lenner « A la christianissima y muy poderosa Siñora la Reyna, mi siñora »

Leonor Aostria, pe Eleonore von Kastilien en alamaneg, ganet e 1498 e Leuven (Izelvroioù spagnol), ha marvet e 1558 e Talavera la Real (nepell diouzh Badajoz, a voe rouanez div wech, e div vro: rouanez Portugal e oa etre 1518 ha 1521, ha rouanez Bro-C'hall etre 1530 ha 1547. Merc'h e oa da Fulup Habsburg, arc'hdug Aostria ha dug Bourgogn, ha da Juana de Castilla, pennhêrez Kastilha hag Aragon, hag infantez Kastilha e oa.

He yaouankiz a dremenas en Izelvroioù gant he breur Karl. E galleg e voe savet, goude ma oa infantez Kastilha. Brudet e oa he c'hened hag he deskadurezh, ha klasket e voe war he lerc'h gant meur a roue, ar rouaned c'hall Loeiz XII ha Frañsez Iañ da gentañ-penn, ha gant ar c'hont palatin Federico del Rin, an hini a blije dezhi ar muiañ.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikerezh an Tiegezh Habsburg e oa klask an dimezioù gwellañ evit o folitikerezh ha dazont o ziegezh.


Rouanez Portugal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe da Manuel Iañ Portugal, hag a oa 30 vloaz warni. Hennezh a oa intañv goude bet dimezet d'e ziv voereb, Isabel ha María, c'hoarezed d'e vamm. E Lisboa e voe graet an eured d'ar 7 a viz Meurzh 1519. Daou vugel o doe Leonor ha Miguel Iañ :

Tri bloaz goude e oa intañvez. Mervel a reas ar roue Manuel Iaén gant ar vosenn en Lisboa, d'an 13 a viz Kezu 1521, da 52 vloaz. Leonor ne oa nemet 23, ha gwelloc'h e kavas distreiñ davet he breur Carlos Iañ Spagn, o leuskel he merc'h María en Portugal , pa ne oa nemet c'hwec'h miz.

Rouanez Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Addimezet e voe d'ar roue gall Frañsez Iañ

Bloavezhioù diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bezioù Leonor hag he c'hoar María, en El Escorial.

Bevañ a rae gant he c'hoar Maria en Izelvroioù.