Joos van Cleve
Neuz
Joos van Cleve pe Joos van der Beke (war-dro 1480-1490 - war-dro 1540-1541 en Antwerpen) a oa ul livour flamank, hag a c'halle bezañ genidik eus Kleve, en Alamagn, pe eus Dugelezh Kleve da vihanañ, war lez ar Roen.
E vab Cornelis (c. 1520 - c. 1569), a oa livour ivez, ha lesanvet « sotte Cleef » dre ma oa aet da foll.
Joos van Cleve zo unan eus an ugent livour a zo bet en tiegezh van Cleve. Ar re vrudetañ all eo Hendrik van Cleve III, Marten van Cleve ha Willem van Cleve.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ar Werc'hez gant he mab, Kunsthistorisches Museum, Vienna
-
Leonor Aostria (1498-1558), Kunsthistorisches Museum, Vienna
-
Ar Varn diwezhañ, Metropolitan Museum of Art, New York
-
An dec'hadeg da Egipt, Museo de Arte de Ponce, Puerto Rico
-
Gwerc'hez gant he mab, Musée des Beaux-Arts, Limoges
-
Poltred un den yaouank, war-dro 1520, Mirdi an Arzoù-kaer, Lyon
-
Ar Gemennadurezh da Vari, Metropolitan Museum of Art, New York