Mont d’an endalc’had

Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved

Eus Wikipedia

Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved a zo un antologiezh eus al lennegezh vrezhonek savet gant Francis Favereau, bet kelenner e Skol-veur Roazhon 2. Un doare gallek, heñvel e neuz, a zo ivez, titlet Anthologie de la littérature bretonne au XXe siècle.

Er c'hentskrid e kemenn peseurt arvaroù e oa da ziwall outo. Ar re gentañ e oa termeniñ petra ez eus e-fed lennegezh e brezhonek. Ne felle ket dezhañ dibunañ "un tamm Buhez ar Sent mod nevez (Kalloc'h, Hemon ha Malmanche), a-nes ankouaat hiziviken santezed zo (Añjela Duval, muiikoc'h eget Meavenn ar werc'hez ruz, poz Taldir), ar Braz hag Helias o vezañ bet da sent mein, re-bar da re na pet monumant savet d'ar re maro evit ar vro".


Stumm an embannadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder levrenn dev a ya d'ober an oberenn, embannet gant Skol Vreizh, e Montroulez, dezhi un titl hollek asambles gant istitloù levrenn :