Mont d’an endalc’had

Ledenez iberek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ledenez Iberiat)
Ledenez iberek
Ledenez
KevandirEuropa Kemmañ
StadSpagn, Portugal, Andorra, Jibraltar, Frañs Kemmañ
War riblMeurvor Atlantel, Mor Kreizdouar, Pleg-mor Gwaskogn Kemmañ
Lec'hiadurEuropa Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°14′24″N 4°14′21″W Kemmañ
Poent uhelañMulhacén Kemmañ
Studiet gantIberian studies Kemmañ
Staget ouzhPireneoù Kemmañ
Map
Evit ar vro eus Kaokaz en Henamzer, sellit ouzh Iberia (Kaokaz).
Luc’hskeudenn eus al Ledenez iberek, tennet eus ul loarell.

Al Ledenez iberek, pe ledenez Iberia, zo ul ledenez vras e mervent Europa, etre ar Pireneoù ha Norzhafrika, etre ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel. Etre al Ledenez iberek ha kevandir Afrika emañ Strizh-mor Jibraltar, a genstag ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel. En em astenn a ra al Ledenez iberek war 582 925 km². Enni emañ Spagn (al lodenn gevandirel anezhi, war-bouez Traoñienn Aran pa red doureier houmañ war-du an hanternoz), Portugal, Andorra, enklozadur Jibraltar (e dalc’h Breizh-Veur) hag al lodenn c'hall eus Cerdanya. Hogen n’eo ket bet atav rannet evel-se, a-hed an istor.

En Henamzer e oa meur a bobl dre al ledenez, ha Kelted e oa lod anezho. Goude aloubadegoù ar Wizigoted hag ar Vuzulmaned, e oa bet, er Grennamzer, stadoù muzulman e kreisteiz al ledenez, tra ma oa rouantelezhioù kristen en hanternoz, anvet Asturiez, Leon, Kastilha, Aragon. Tamm-ha-tamm e tigreskas al lodenn e dalc’h ar Vuzulmaned, tra m’en em unane ar rouantelezhioù kristen. Met meur a vrezel a voe etre ar rouantelezhioù-se, a-raok en em gavout, a-benn dibenn ar XVvet kantved, gant div stad vras el ledenez : Spagn ha Portugal. O-div a voe aloubet gant armeoù Napoléon Bonaparte e deroù an XIXvet kantved. An div anezho ivez a zeuas da vezañ rouantelezhioù en XXvet kantved, met Spagn, goude ur brezel diabarzh ha diktatouriezh Francisco Franco, zo deuet da vezañ ur rouantelezh en-dro.

Dont a ra ar wrizienn iber- marteze eus anv ar stêr Ebro (a oa Iberus e latin), pe eus anv ur bobl a veve e reter al ledenez gwechall-gozh, an Ibered. En Henamzer e veze graet Iberia eus al ledenez gant ar C'hresianed hag ar Romaned.

Ar braz eus diabarzh al ledenez a ya d’ober uhelblaenennoù, ur 600 metr bennak a-us live ar mor. Un nebeud menezioù uheloc’h zo, evel Menezioù Kantabria en hanternoz pe ar Sierra Nevada er c’hreisteiz. War-bouez ar stêr Ebro, en em daol er Mor Kreizdouar, ez a ar pep brasañ eus stêrioù bras (Douro, Tajo, Guadalquivir) war-zu ar c’hornôg hag ar Mor Atlantel. Roc’hellek eo aodoù an hanternoz hag ar c’hornôg dre vras ; traezhennoù bras a gaver war aodoù ar reter hag ar c’hreisteiz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]