Douro
Gant ar ger Duero e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Duero (disheñvelout).


An Douro (e portugaleg, distaget [ˈdowɾu], [ˈdoɾu]), Duero (e spagnoleg, distaget ˈdweɾo]), a zo ur stêr vras 897 km e Ledenez Iberia. Eieniñ a ra e Bro-Spagn ha redek trema ar Meurvor Atlantel ma'n em daol ennañ e Porto. Ar 525 km kentañ eus he red a zo e Spagn. Goude, a-hed 112 km, e ra ar vevenn etre Spagn ha Portugal, hag an 215 km diwezhañ a zo e Portugal.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus anv latin ar stêr, Durius, e teu Douro ; meneget eo gant Silius Italicus, Plinius an Henañ ha Pomponius Mela, hag er stummoù henc'hresianek Dourios, Dorios ha Dōros gant Ptolemaios, Strabon ha Cassius Dio.
Den ne oar orin an anv avat. Dre ma red en ur vro a oa keltiek gwechall e c'houlakaer ur wrizienn geltiek *du(b)r- "dour", "dourredenn", met gallout a rafe dont dreist al latin eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa, er broioù keltiek dreist-holl.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un dourva a 98 073 km² en deus an Duero, ha 78 859 km² anezho e Spagn , ha 19 214 km² e Portugal. E Spagn e tastum dour eus Castilla y León, Galiza, Cantabria, La Rioja, Castilla-La Mancha, Extremadura ha kumuniezh Madrid.
Adstêrioù an Duero[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rio Rituerto (lez kleiz)
- Rio Riaza (k.)
- Rio Duratón (k.)
- Rio Cega (k.)
- Rio Pisuerga (lez dehoù)
- Rio Adaja (k.)
- Zapardiel (k.)
- Rio Trabancos (k.)
- Rio Valderaduey (d.)
- Esla (d.)
- Tormes (d.)
- Huebra (k.)
Adstêrioù an Douro e Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rio Arda (k.)
- Rio Inha (k.)
- Ar Stêr Águeda (lez kleiz) - a ra an disparti etre Portugal ha Spagn (e distrig Guarda e Portugal hag e proviñs Salamanca e Spagn)
- Ribeira de Aguiar (k.)
- Rio Côa (k.)
- Ribeira de Teja (k.)
- Rio Sabor (d.)
- Rio Tua (d.)
- Rio Pinhão (d.)
- Rio Torto (k.)
- Rio Távora (k.)
- Rio Tedo (k.)
- Rio Corgo (d.)
- Rio Varosa (k.)
- Rio Sermanha (d.)
- Rio Teixeira (d.)
- Rio Cabrum (k.)
- Rio Bestança (k.)
- Rio Paiva (k.)
- Rio Tâmega (d.)
- Rio Sousa (d.)
- Rio Tinto (d.)
Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Lezioù an Duero, nepell diouzh Fermoselle, e Spagn, e proviñs Zamora, tostik da Bortugal