Mont d’an endalc’had

Mulhacén

Eus Wikipedia
Mulhacén
menez, main peak, three-thousander
Aradennad menezioùSierra Nevada Kemmañ
Key colSeuil de Naurouze Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
E tiriadGüéjar Sierra, Capileira, Trevélez Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°3′12″N 3°18′41″W Kemmañ
Map
Ar Mulhacén, menez uhelañ Ledenez Iberia.

Ar Mulhacén (distaget [mulaˈθen] e spagnoleg) zo ur gern er menezioù Sierra Nevada, e su Spagn. Ar menez uhelañ eo e Spagn, gant 3 482 vetr uhelder, da vihanañ Spagn ar c'hevandir rak uheloc'h eo ar Pico de Teide, ur menez-tan en Inizi Kanariez, gant 3 715 m. Ar Mulhacén eo ar gern uhelañ en Europa, e diavaez an Alpoù hag ar Menezioù Kaokaz, hag ivez an hini uhelañ eus Ledenez Iberia.

Dont a ra an anv eus hini Abu l-Hasan Ali, lesanvet "Muley Hacén" e spagnoleg, emir diwezhañ rouantelezh Granada er XVvet kantved. Hervez ar vojenn e oa bet douaret Muley Hacén e krec'h ar menez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.