Tajo

Eus Wikipedia
An Tajo
Pont war an Tajo, e Lisbon, e Portugal

An Tajo (Tajo hervez ar spagnoleg ; Tejo hervez ar portugaleg) zo ur stêr hag a red dre al Ledenez iberek, a-dreuz Spagn ha Portugal, ma teu da aberiñ e Lisboa.

Red ar stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eieniñ a ra er Montes Universales, er sierra de Albarracín (e proviñs Teruel) e Spagn. Goude redek 1007 km, e tegouezh er Meurvor Atlantel e kêr Lisboa.

En e 816 km kentañ e treuz Spagn hag enni peder c'humuniezh emren (Aragón, Castilla-La Mancha, Kumuniezh Madrid hag Extremadura) ha c'hwec'h proviñs ( proviñsoù Teruel, Guadalajara, Cuenca, Madrid, Toledo ha Cáceres).

Neuze e ra an harz etre Spagn ha Portugal a-hed 47 km, a-raok mont e-barzh ar vro-se .[1] E Portugal e red 145 km, dre rannvroioù Beira Baixa, Alto Alentejo, Ribatejo hag Estremadura, hag enno distrigoù Castelo Branco, Portalegre, Santarém ha Lisboa.

Sede anvioù ar c'hêrioù bras treuzet : Aranjuez, Toledo ha Talavera de la Reina en Spagn; Abrantes, Santarém ha Lisboa, en Portugal.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e proviñs Cáceres


e proviñs Cuenca
e proviñs Guadalajara


e proviñs Madrid


e proviñs Toledo
  1. Anavezet eo ar 47 km entre Spagn ha Portugal evel Tajo Internacional.