Abrantes

Eus Wikipedia
Abrantes

Abrantes (distaget [ɐˈβɾɐ̃tɨʃ] e portugaleg) zo ur gêr hag ur gumun eus Portugal, e distrig Santarém, e-kreiz ar vro. Emañ ivez e proviñs kozh Ribatejo. E 2011 e oa 39 325 a dud o chom er gumun ha war-dro 18 500 anezho a oa e kêr.

Rannet eo ar gumun e 13 parrez (freguesia). Tremen a ra ar stêr Tajo en he c'hreiz. En-dro dezhi emañ kumunioù Vila de Rei, Sardoal, Mação, Gavião, Ponte de Sor, Chamusca, Constância, Vila Nova da Barquinha ha Tomar.