Mont d’an endalc’had

Leda hag an alarc'h

Eus Wikipedia
Ur marelladur eus Kiprenez, war-dro an IIIde kantved kent JK
Leda hag an alarc'h, gant Paolo Veronese.

Leda hag an alarc'h zo un dodenn gozh el livouriezh, brudet abaoe ar XVIvet kantved, deuet eus ur vojenn eus Hellaz kozh.

Gant François Boucher.
Gant François Boucher.
Leda hag an alarc'h, gant Peter Paul Rubens.

Leda a oa gwreg Tindareos, roue Sparta. Dont a rae Zeus, e stumm un alarc'h da weladenniñ pe d'he gwallañ. Daou vab gevell he devoe Leda, Kastor ha Polideukes, an Dioskured.
Hervez un doare nevesoc'h eus ar vojenn e tougas war un dro Helena ha Polideukes, bugale da Zeus, ha Kastor ha Klitemnestra, bugale d'he gwaz. Hag e tozvas daou vi ma oa pep a zaou vugel.
Hervez un doare all c'hoazh e oa Helena merc'h da Nemesis, doueez an drouziwezh, a ranke kouezhañ war choug ar re a c'houzañve diwar lorc'h Hubris.

Er XVIvet kantvede oa dereatoc'h diskouez ur vaouez oc'h embarañ gant un alarc'h eget gant ur gwaz. Dañjerus e vije bet zoken en amzer an Azginivelezh.

Arouez kalc'h ar gour eo pigos an alarc'h.

Meur a livour en deus taolennet ar vojenn :

Er XVvet kantved
Er XVIvet kantved
Er XVIIvet kantved
En XVIIIvet kantved
En XIXvet kantved

Leonardo da Vinci a grogas d'ober studiennoù e 1504 evit ullivadur, ha ne grogas ket gantañ da vat, ma vije gwelet Leda en he c'hoazez gant he bugale.
E 1508 avat e livas un daolenn all diwar-benn ar vojenn ma weled Leda en he sav, hag enhe noazh, o flourañ an alarc'h, gant an daou goublad gevelled, ha melloù kloroù vioù torret. Aet eo an daolenn da goll, marteze distrujet, gant al livour e-unan pe gant unan all, met anavezet eo dre veur a eillivadur.

  1. Bull p.169

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.