Rubén Darío

Eus Wikipedia
Rubén Darío

Félix Rubén García Sarmiento (1867-1916) a oa ur barzh hag un diplomat nikaragwaat. Anezhañ ez eus bet graet "Príncipe de las letras castellanas" ha lavaret diwar e benn e oa unan eus skrivagnerien wellañ Kreizamerika.

E Metapa, e departamant Matagalpa e oa ganet met un darn vras eus e vuhez a dremenas e-maez e vro. E varzhonegoù kentañ a embannas da 12 bloaz. E 1882 ez eas kuit da El Salvador ma chomas betek 1886. E Chili e vevas neuze ha beajiñ a reas a-dreuz Amerika latin hag en Europa.

Lakaet eo da dad skol ar modernismo .

Liammoù divaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(es) Oberennoù Rubén Darío, hervez ar Biblioteca Virtual Miguel de Cervantes