Mont d’an endalc’had

Le comte de Chanteleine

Eus Wikipedia
Unan eus ar skeudennoù gant Jean-Valentin Foulquier evit an embannadur kentañ

Le comte de Chanteleine – Épisode de la Révolution zo ur romant istorel gant Jules Verne e 1864. E Breizh e c'hoarvez an istor.

Embannet e voe ar romant e 1864 er gelaouenn Musée des familles. An oberenn nemeti diwar zorn ar romantour eo ma tezrevell darvoudoù c'hoarvezet e Breizh, etre Naoned ha Douarnenez, adal ar 14 a viz Meurzh 1793 betek an 9 Thermidor (27 a viz Gouhere 1794).

Awenet eo an oberenn gant buhez Pierre-Suzanne Lucas de La Championnière (Naoned, 1769Brenn, 1828), ul letanant da Charette (Koufeg, 1763Ankiniz, 1796) e-pad Brezel Vendée[1]. Meur a wech en em gavas Jules Verne gant bugale Lucas de La Championnière e ti e eontr Prudent, e Brenn e-tal Naoned.

E 1879 e fellas da Jules Verne adembann an oberenn met nac'het e voe gant an embanner Pierre-Jules Hetzel, marteze dre abegoù politikel, rak ur republikan a oa anezhañ, enebet ouzh ar roueelouriezh, ha ne felle ket dezhañ rentañ enor da enebourien ar republik c'hall.

Kentañ adembannadur gallek a voe e 1971, en Éditions Rencontre, ha 1994 evel oberenn distag.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Rakskrid Le Comte de Chanteleine gant Luce Courville, embannadur Joca Seria, 1994. Gwelout ivez : Brains et Jules Verne, gant Yves Lostanlen, er Bulletin municipal de Brains, niverenn 27, ha Le Grand Roman de Jules Verne, sa vie, gant Robert Prouteau, Stock, 1979, p. 66.