Le Guérisseur
Neuz
Le Guérisseur
Titl | Le Guérisseur |
---|---|
Tachenn | film dramael |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Deiziad embann | 1953 |
Sevener | Yves Ciampi |
Senarioour | Pierre Véry, Jacques-Laurent Bost |
Lec'h an istor | Rannvro Breizh |
Liv | gwenn-ha-du |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Le Guérisseur (Ar Pareour e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Yves Ciampi e 1953.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Senario : Pierre Véry, azasaet gant Yves Ciampi ha Jacques-Laurent Bost,
- Divizoù : Jacques-Laurent Bost,
- Kevredadoù produiñ : Indusfilms (Pariz), Les Films du Cyclope (Pariz),
- Rener produiñ : René-Gaston Vuattoux,
- Rener ar skeudenniñ : Marcel Grignon,
- Ijinour ar son : René-Christian Forget,
- Aozer ar sonerezh orin : Marcel Delannoy,
- Kinklour : René Moulaert,
- Frammer : Roger Dwyre,
- Prantad filmañ : bet kroget d'ar 6 a viz Gouere 1953,
- Lec'hioù filmañ : Dinan (Aodoù-an-Arvor), Aod an Emrodez (Dinarzh ha Sant-Briag peurgetket), Roazhon (Il-ha-Gwilun),
- Deiziadoù dont er-maez : 6 a viz Du 1953 e Bro-C'hall,
- Padelezh : 98'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pierre Lachaux-Laurent, medisin diouzh e vicher kent, a zo aet da Vreizh da bareour. Eno e kouezh e karantez gant Isabelle Dancey hag eurediñ a reont. Siwazh dezhañ, kaset eo Lachaux-Laurent dirak ar justis gant e geneiled kozh ha, dre dreuzkompren, terriñ a ra Isabelle he darempredoù gantañ. Pa'n em gavont ez eo-hi skoet gant ur yoc'henn empenn ha Pierre dic'halloud rak ar c'hleñved kriz-mañ. Ambroug a raio Isabelle betek hec'h eur diwezhañ hep na c'houzañvo-hi poan ebet.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Marais : Pierre Lachaux-Laurent,
- Danièle Delorme : Isabelle Dancey,
- Dieter Borsche : an aotrou doktor Jean Scheffer,
- Marianne Oswald : Lucie, ar bareourez,
- Maurice Ronet : André Turenne,
- Anne Carrère : ar sekretourez,
- André Dalibert : ar c'hlañvdiour,
- Jean Galland : Michel Boëldieu,
- Jim Gérald : Virolet, an dreser,
- René Havard : un diabarzhiad,
- Jacques Hilling : al luc'hskeudennour,
- Marcel Josz : an alvokad meur,
- René Lacourt : ar c'hlañvour,
- Pierre Mondy : Robert,
- Jean Murat : Chataignier,
- Bernard Musson : Frédéric,
- Henri Nassiet : Le Goff,
- Alain Nobis : un diabarzhiad,
- Renée Passeur : ar gontez,
- Robert Porte : ur c'hazetenner,
- Colette Régis : Louise Mériadec,
- Georges Rollin : an alvokad Renoult,
- Michel Vadet : un doktor,
- André Var : alvokad ar vedisined,
- Hugues Wanner : ar prezidant,
- Teddy Bilis
- Yvonne Claudie
- Bernard Dumaine
- Pierre Duverger
- Monique Manuel
- Dominique Marcas
- Daniel Mendaille
- Joseph Palau-Fabre
- Georges Patrix
- André Philip.