Lazhadeg Bình Hòa
Lazhadeg Bình Hòa zo ul lazhadeg a voe kaset da benn gant izili lu Republik Su Vietnam e-kerzh brezel Vietnam.
Sevenet evoe bet etre an 3 hag ar 6 a viz Kerzu 1966 ; 430 den nann-soudard hep armoù a oa o vevañ e kêriadenn Bình Hòa, e proviñs Quảng Ngãi er Su Vietnam, a voe lazhet.
An dachenn a oa ul lodenn eus al lec'h-brezel bet lakaet dindan karg brigadenn Blue Dragon ("Aerouant Glas") an SMRK (Strollad Marines Republik Korea). Bugale, merc'hed ha tud kozh e voe darn eus ar c'houzañvidi, 21 maouez dougerez en o zouez.
Soudarded Republik Korea a blantas tan en holl diez hag a lazhas kantadoù a bennoù chatal goude bezañ bet lazhet an dud. Ar re a oa manet bev a zec'has etrezek ar strollad Viet Cong a oa o vont gant ar stourm a-enep al lu Amerikan, hag evel-just ar soudarded sukorean kevredidi dezho.
Er memes bloavezh e voe lazhadegoù all gant ar soudarded sukorean engouestlet e brezel Vietnam : lazhadeg Binh Tai, lazhadeg Bình An, lazhadeg Tây Vinh pe c'hoazh lazhadeg Diên Niên - Phước Bình.
Labouret ez eus bet don dindan ur stumm enklask war al lazhadegoù sevenet gant soudarded sukorean e-pad brezel Vietnam gant kazetennerien ar gazetenn sukorean Hankyoreh[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kim, Hyun Sook Lee : Korea's "Vietnam Question": War Atrocities, National Identity, and Reconciliation. Positions: East Asia Cultures Critique, Volume 9, Number 3, Winter 2001, p. 622-635. E-ISSN: 1527-8271.