Mont d’an endalc’had

Lazhadeg Tây Vinh

Eus Wikipedia
Proviñs Binh Dinh er Vietnam

Lazhadeg Tây Vinh (Korean: 타이빈 양민 학살 사건) a zo bet un heuliad lazhadegoù sevenet gant ul lod eus lu Republik su Korea engouestlet e brezel Vietnam. Al lazhadeg a zo bet adal an 12 a viz c'hwevrer betek ar 17 a viz meurzh 1966. Istimet e vez ez eus bet 1200 a sivilied hep armoù bet lazhadeget. E-pad an oberiadur brezel troet da lazhadeg ez eus bet dismantret ha riset 15 kêriadennigoù tro-dro da gumun Tây Vinh.

En ur gêriadennig enkelc'hiet gant soudarded su korea ez eus bet 68 sivil tennet warno diabeg, 3 anezho a zreistvevo nemetken. Kenderc'hel a reio an oberiadurioù brezel troet da lazhadegoù diabeg e-pad ar bloavezh 1966.

Labouret ez eus bet don dindan ur stumm enklask war al lazhadegoù-se gant kazetennerien ar gazetenn Su Korean Hankyoreh[1].

  1. Words of Condemnation and Drinks of Reconciliation