Lauburu
Lauburu a vez lavaret en euskareg eus ur seurt svastika kromm e beder esker. Dont a ra an anv eus daou c'her euskarek: lau a zo pevar, ha buru a zo penn. Tennañ a ra un tamm d'an arouezioù teiresker, evel an triskell breizhek, ha d'an tomoe japanat.
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez an arouez e-maez Euskadi, gant Kelted pe Germaned ivez, hag en engravadurioù ar Wizigoted. E Galiza hag Asturiez (evel e Piornedo) e vez lavaret "tetrasqueles" anezho.
Un arouez rakindezeuropeat e vije, abaoe Nevezoadvezh ar Maen. Da gentañ e vije bet pevar bouc'h o treiñ en-dro d'ur c'helc'h.
Arouez Euskal Herria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo al lauburu da vezañ arouez vroadel Euskal Herria. Koulskoude n'er c'haver ket en ardamez istorel ebet. Hiziv er gweler er beredoù, war an arrebeuri, ouzh an tier, hag ar stalioù, war ar boutailhadoù gwin...
Ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zisplegadenn zo d'an arouez, a c'hallfe talvezout pe lusk ar peder rannvloaz pe c'hoazh ar peder elfenn diazez (dour, douar, tan, aer).
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet ez eus pevarskeloù gant Albert Poulain e meur a lec'h: Dol, Langolen, Comblessac, Rieg[1]
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Euskal Herria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
E bered Beskoitze
-
E bered Ainhoa
-
Engravadur
-
Ouzh an ti Mendiburua en Aiherra.
-
Gourin en Iholdi
-
Banniel Arrieta
-
War ur makila, ur vazh da gerzhout.
-
Livadur ha lauburu ouzh ur voger e Pasaia.
-
Arouez politikel an ANV.
E broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ouzh un ti en Alamagn
-
Ouzh un nor en Moriello de Sampietro en Aragon.
-
En El Pueyo de Jaca, proviñs Huesca, en Aragón.
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Lauburu war ur c'hanod en un daolenn gant an arzourez kanadian Frances Anne Hopkins, e 1869.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad gallek diwar-benn un hevoud quadriscèle e Kannadig an Erge-Vras .
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Les signes des pierres, revue Ordos N°7, novembre 1995, p. 100 + dessin de l'hevoud de Langolen, revue Ordos N°11, novembre 1996, p. 171