Latinus
Latinus pe Latinos zo anv un den pe doue e mojennoù Roma ha Hellaz.
Mojennoù Hellaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Teogonia ar barzh Hesiodos e oa mab da Odysseüs ha Kirke hag e renas war ar Tyrsenoi, da lavarout eo an Etrusked, gant e vreudeur Ardeas ha Telegonus.
Kalz diwezhatoc'h e voe graet anv anezhañ evel mab da Bandora ha breur da C'hraecus[1] Koulskoude, hervez Hesiodos, eo tri breur en doa Graecus: Hellen, Magnitas ha Makedon, ha Makedon a oa tad da Doros, Xouthos hag Aeolos. Evit o mamm Pandora a oa merc'h da Deukalion ha Pyrrha.
Mojennoù Roma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roue al Latium hag al Latined e oa Latinus, pe Lavinius, hervez mojennoù Roma hag Aeneis Vergilius.
A-wechoù e vez graet mab Faunus ha Marica anezhañ, pried da Amata ha tad da Lavinia. Eñ an hini a zegemeras Aeneas hag e arme harluidi goude Brezel Troia hag a ginnigas dezho diazezañ e Latium. E verc'h Lavinia a oa bet prometet d'ar roue Turnus, roue ar Rutuli.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Virgilius, Aeneid, VII, 45, 52, 69, 96.
- Titus Livius, Ab urbe condita, 1:1-2