Lady

Eus Wikipedia
Lady Jane Grey (1537-1554), rouanez Bro-Saoz.

Lady zo un titl saoznek roet da vaouezed zo, kevatal gant itron. Sterioù disheñvel a c'hall kaout hervez ar mareoù hag ar broioù.

E Breizh-Veur e vez roet an titl-se da vaouezed a renk uhel, ha "Lord" eo he c'hevatal evit ar baotred. Gallout a ra bezañ ur vaouez a noblañs, pe gwreg ur paotr a noblañs pe e verc'h. E broioù afrikan zo izili eus Kenglad ar Broadoù e vez implijet ivez evit maouezed a renk uhel.

E saozneg a-vremañ eo ivez un titl roet da forzh peseurt maouez evit bezañ seven, evel itron e brezhoneg, ha "gentleman" eo he c'hontrol. Implijet e vez e troioù-lavar saoznek evel ladies and gentlemen ("Itronezed hag Aotrouien"). Ur skouer all : "Ladies" ha "Gentlemen" a vez skrivet war dorioù ar privezioù foran er broioù saoznek. Er relijion e vez graet gant "Our Lady" (hon Itron) evit treiñ al latin Domina Nostra, da lavaret eo Itron Varia. Er Stadoù-Unanet e vez roet ent-ofisiel an titl a "First Lady" (Itron gentañ) da wreg prezidant ar vro.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra eus ar ger saoznek kozh hlǣfdige. Al lodenn gentañ zo ur stumm kemmet eus hlāf, saozneg evit « loaf » (torzh), a adkaver e-barzh hlāford ma zeu « lord » (aotroù) anezhañ. An eil lodenn a zeufe, a-hervez, eus ar wrizienn dig-, « merat », neuze ar « vererez ». Ober a ra ar gerdarzh-mañ dave d'an donezon boued hag a veze unan eus dleadoù an noblañs er c'hevredigezhoù europat kozh. Mager e sujidi eo skeudenn hengounel an Aotroù.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]