Lady Gaga
Lady Gaga | |
![]() | |
Lady Gaga e 2017.
| |
Anv | Stefani Joanne Angelina Germanotta |
---|---|
Ganet | 28 a viz Meurzh 1986 New-York ![]() |
Micher(ioù) | Aozerez, kompozerez, kanerez |
Doare(où) | Pop Dance |
Doare mouezh | Contralto |
Benveg(où) | Kan, piano (abaoe 1990) |
Bloavezhioù oberiant | Abaoe 2006 |
Label(ioù) | Def Jam Kon Live Cherry Tree Interscope Records Streamline |
Lec'hienn ofisiel | ladygaga.com |
Endro | The Pussycat Dolls Britney Spears Akon Colby O' Donis Space Cowboy Flo Rida Kanye West RedOne Beyoncé Elton John |
kemmañ ![]() |
Stefani Joanne Angelina Germanotta (ganet d'an 28 a viz Meurzh 1986), brudet dre he anv micher Lady Gaga, zo ur ganerez, skrivagnerez pozioù hag aktourez stadunanat. Brud bras a zo tro-dro dezhi dre he zoare gwiskañ hag he labourioù feukus.
Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hi a lavar eo bet levezonet kalz gant tud veur ar sonerezh pop evel David Bowie ha Madonna. Brudet eo Lady Gaga evit ur seurt follentez a vez gwelet e-barzh he c'hlipoù video. An arzourez gentañ eo a oa deuet a-benn da dizhout ur miliard a sellerien war YouTube gant tri c'hlip (Bad romance, Poker Face ha Just Dance).
Abaoe he yaouankiz primañ he deus klasket Lady Gaga ober he red-micher hini un arzourez met ne ouie ket ma he doa c'hoant da vezañ un dañsourez, ur ganerez pe ur c'hoarierez.Hi a zo ar personelezh brudetañ eus ar rouedad "Twitter". Lady Gaga zo englouestlet e-barzh kalz a aozadurioù madobererezh. Goude ar c'hren-douar a oa c'hoarvezet e Haiti e 2010, he doa roet Lady Gaga ur sonadeg bras hag an holl c'hounidoù a oa bet profet evit adsevel Haiti. Ar sonadeg a oa bet graet d'ar 24 a viz Genver.
Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet he deus tri albom.
- 2008 : The Fame
- 2009 : The Fame Monster
- 2011 : Born This Way
- 2013 : Artpop
- 2014 : Cheek to cheek (with Tony Bennett)
- 2016 : Joanne
E miz Du 2010, Lady Gaga he doa gwerzhet 70 milion a bladennoù e-barzh ar bed, en o zouez 17 million a albomoù ha 53 million a single.