La Confession (danevell, Here 1883)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad La Confession zo ivez.

La Confession zo un danevell gant Guy de Maupassant, embannet en 1883. Div zanevell all zo anvet heñvel gant an oberour.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vervel emañ Marguerite de Thérelles, c'hwec'h-vloaz ha hanter-kant. He c'hoar henañ Suzanne, daou vloaz ha tri-ugent, zo e-tal he gwele. A-vepred emañ an div c'hoar o chom. Un danvez pried he doa Suzanne, Henry e anv, met mervel trumm a reas ar paotr a-raok an eured ha touet he devoa Marguerite d'he c'hoar henañ ne vijent ket dispartiet, goude ma vije ret chom dizimez evit se. Feal d'he ger e voe, met un dristidigezh a oa o krignat he spered, ha koshaet e oa buanoc'h eget he c'hoar.

A-raok leuskel he huanadenn diwezhañ ec'h anzav d'he c'hoar henañ he devoa lazhet Henry, dre warizi, pa oa daouzek vloaz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]