L'Homme du large
Neuz
L'Homme du large (Den an donvor e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Marcel L'Herbier e 1920.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Senario : Marcel L'Herbier, diwar an danevell Un drame au bord de la mer (1834) gant Honoré de Balzac,
- Produour : Gaumont-Série Pax,
- Skeudenniñ : Georges Lucas,
- Frammañ : Marcel L'Herbier, skoazellet gant Jaque Catelain,
- Kinkladur : Robert-Jules Garnier ha Claude Autant-Lara,
- Prantad filmañ :
- Lec'hioù filmañ : Penmarc'h, Sant-Wennole (Penmarc'h) (Penn-ar-Bed), Gwened, Karnag, Kiberen, Santez-Anna-Wened (Mor-Bihan),
- Deiziad dont er-maez : 3 a viz Kerzu 1920,
- Padelezh : 85'.
Claude Autant-Lara, Dimitri Dragomir ha Raymond Payelle a oa bet dibabet da skoazellerien seveniñ er film-mañ.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nolff, Den an donvor e lesanv dezhañ, a zo ur pesketaer rust ha ne vev nemet evit e vab Michel : fellout a rafe dezhañ ez afe da besketaer ivez. Hemañ avat a zo dedennet kentoc'h gant ar gêr hag an diduamantoù a gaver enni avat. Pa varv e vamm emañ Michel oc'h en em gannañ en un davarn fallzarempredet. Setu ma tiviz an tad fiziout planedenn e vab er mor-bras ouzh e eren en ur vagig. Kavout a ra e zaspren ha distreiñ d'ar vro.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Charles Boyer : Guenn la Taupe,
- Jaque Catelain : Michel, breur Djenna,
- Roger Karl : Nolff,
- Philippe Hériat : ar gwarezer,
- Marcelle Pradot : Djenna, c'hoar Michel,
- Claire Prélia : mamm Michel ha Djenna,
- Claude Autant-Lara : unan eus ar vignoned,
- Dimitri Dragomir : unan eus ar vignoned,
- Suzanne Doris : Lia,
- Lili Samuel :
- Georges Forois : ar pesketaer,
- Pâquerette : an dalc'hourez,
- Jeanne Bérangère :
- Jane Dolys :
- André Daven :
- Marcel Raval : .