Mont d’an endalc’had

Kyrene

Eus Wikipedia

Kyrene
Greek colony, lec'h arkeologel, municipality of Libya, emporia, Polis (Henc'hres)
Deiziad krouiñ630 BCE Kemmañ
Aradennad menezioùJebel Akhdar Kemmañ
StadLibia Kemmañ
E tiriadLibia Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+02:00 Kemmañ
War riblMor Kreizdouar Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°49′0″N 21°51′0″E Kemmañ
Darvoud-alc'hwezlist of World Heritage in Danger Kemmañ
Statud gladelGlad bedel Kemmañ
World Heritage criteria(ii), (iii), (vi) Kemmañ
Map
Dismantroù Kyrene

Kyrene (Κυρήνη e gresianeg), a oa ur geoded c'hresian (e Libia, hirie an deiz), an hini goshañ eo hag an hini vrasañ eus ar pemp trevadenn c'hresian a oa er vro-se, a roas hec'h anv d'ar vro penn-da-benn: Kyrenaika (Cyrenaica) implijet abaoe an Henamzer. Kêr-benn un eskobiezh gozh e oa, savet e traoñienn Djebel Akhdar.

Savet e oa bet Kyrene gant Gresianed deuet eus Thira (Enez Santorin), hervez ali diougan Delfi, dindan renerezh Aristoteles (pe Battos Iañ) war-dro -630.

Rennañ e voe ar priñselezh gant ar rouanez Battiad eus Battos Iañ betek drouklazh Arkesilas IV e -440 ha neuze diazezañ an demokratelezh. Danevellet eo bet prantad sevel ar geoded e pevare levrenn Istorioù Herodotos. Dont a reas ar vro Cyrenaica da vezañ ul lodenn eus impalaeriezh ar Btolemeed (war-dro 321 kent J.K.) ha goude se ur proviñs eus an impalaeriezh roman e 96 kent J.K.

E Kyrene e voe ganet ar skiantour Eratosthenes.