Kurmandjeg
Neuz
| Kurmandjeg (Kurmancî) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Turkia, Siria, Irak, Iran |
| Rannved : | Reter Anatolia |
| Komzet gant : | 12 - 25 000 000 |
| Renkadur : | 33 (asambles gant ar soraneg) |
| Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek Yezhoù indez-iranek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | hini ebet |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | ku |
| ISO 639-2 | kur |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | KMR |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù iranek ar c'hornôg eo c'hurmandjeg (kurdeg : kurmancî pe kirmancî), yezh pennañ ar Gurded e Turkia, Siria, Irak, Iran hag ar Stadoù ez-soviedel e kreiz Azia.
Komzet e vez ar rannyezh kurdek-mañ gant kazi 65% eus an holl Gurded.
- Turkia : gant 80% eus ar Gurded o chom eno estreget e Elazig, Bingol ha Dersim (Tunceli).
- Siria : gant an holl Gurded o chom eno.
- Irak : gant 35% eus ar Gurded o chom eno e Badinan hag e kêrioù Dahuk, Zakho, Amedi, Sinjar, Mosul, Akre, Barzan.
- Iran : gant 30% eus ar Gurded o chom e norzh ar vro ha gant an holl o chom e Khorasan.
- Armenia, Jorjia, Azerbaidjan ha Rusia : gant an holl Gurded o chom eno.
- Liban : gant an holl Gurded o chom eno.
- Turkmenistan, Ouzbekistan, Tadjikistan, Kazakstan ha lec'hioù all e Kreiz Azia : gant an holl Gurded o chom eno.