Kumuniezh kumunioù Pempoull Goueloù
Neuz
Kumuniezh kumunioù Pempoull Goueloù a oa anezhi un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Treger ha Goueloù eo. E Plourivoù edo renerezh ha melestradurezh ar gumuniezh-kumunioù. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant c'hwec'h etrekumuniezh-all.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kumuniezh kumunioù Pempoull Goueloù a yae 9 c’humun d'ober anezhi:
Prezidant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jean-Yves de Chaisemartin, maer Pempoull, abaoe miz Ebrel 2014.
Barregezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2010 e vere ar gumuniezh-kumunioù ar barregezhioù da-heul:
- Siberkumun
- Lastez
- Diorren ekonomikel: savet ez eus bet un ti an embregerezhioù ha takadoù artizanelezh a zo bet krouet
- Skol Sonerezh
- Poull-neuial: savet ez eus bet e 2001 ur poull-neuial nevez, galvet Islandia
- Servijoù evit ar re vihan
- Treuzdougen: ur servij gant ma vez goulennet a vez kinniget d'an dud
- An endro: loc'het eo bet ar programm Agenda 21 e 2009
- An dour: ar sindikad dour a zo bet ebarzhet e-barzh ar gumuniezh e 2010
- Kantreourien: un dachenn ispisial a zo meret evito.
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 80 skoliad (5,7% eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1]