Mont d’an endalc’had

Eskern ar palv

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kreizdorn)
Eskern ar palv
Eskern ar palv

Eskern ar palv eo ar pemp askorn a zo en dorn, etre eskern an arzorn ha oeñsoù ar bizied.

Teir lodenn a ya d'ober pep askorn : ar penn (koublet ouzh an oeñs nesañ), ar c'horf hag an diaz (koublet ouzh lod eus eskern an arzorn hag eskern ar palv all).

Un torr a c'hell c'hoarvezout e gouzoug eskern ar palv (al lodenn etre ar penn hag ar c'horf) pa vez skoet gant ar meilh-dorn ouzh un dra galet.

Koublet eo (ouzhpenn d'ar c'houbl ouzh an oeñs nesañ) :

  • askorn ar palv kentañ : ouzh an tristurieg
  • eil askorn ar palv : ouzh an tristurieg, an eiltristurieg, ar pennog, trede askorn ar palv
  • trede askorn ar palv : ouzh ar pennog, eil ha pevare askorn ar palv
  • pevare askorn ar palv : ouzh ar pennog, ar bac'heg, trede ha pempvet askorn ar palv
  • pempvet askorn ar palv : ouzh ar bac'heg, pevare askorn ar palv


En evned hag eskell-kroc'hen emañ an eskern-se en divaskell.