Mont d’an endalc’had

Kontelezh Dún Laoghaire-Ráth an Dúin

Eus Wikipedia
Kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown e kontelezh kozh Dulenn
Ardamezioù kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown

Dún Laoghaire–Rathdown (Dún Laoghaire–Ráth an Dúin[1]) zo ur gontelezh eus Iwerzhon. Emañ ar gontelezh e proviñs Laighin hag e Rannvro ar reter hag ar c'hreiz. Unan eus an teir c'hontelezh o deus kemeret lec'h kontelezh Dulenn an hini eo, abaoe 1994. Dougen a ra anvioù bourc'h Dún Laoghaire ha baroniezh Rathdown. Kuzul kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown eo a ver ar gontelezh. Niver an annezidi a sav da Fazi Lua e Modulenn:Wd d'al linenn 1883 : bad argument #1 to 'ipairs' (table expected, got nil)..

Douaroniezh hag isrannoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Mor Iwerzhon er reter d'ar gontelezh. En norzh emañ Dulenn, er c'hornôg emañ Su Dulenn, hag er su kontelezh Cill Mhantáin. Gant kêr Dulenn, Fingal ha Su Dulenn ez eo unan eus ar pevar gouarnamant lec'hel eus kontelezh kozh Dulenn. Pennlec'h ar gontelezh eo Dún Laoghaire. Abaoe 2015, ar gontelezh zo ul lodenn eus Rannvro ar reter hag ar c'hreiz, unan eus teir rannvro ar Stad. Diazezet eo Skol-veur Dulenn ha Skol-uhel arzoù ha teknologiezh Dún Laoghaire er gontelezh.

Bourc'hioù, kêriadennoù ha bannlevioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger-stur war ardamezioù ar c'huzul-kêr,Ó Chuan go Sliabh, a dalvez "A borzh da venez" en iwerzhoneg. Ar gurunenn a weler eo kurunen Lóegaire mac Néill, Roue Uhel Iwerzhon er Vvet kantved en deus roet e anv da "zDún Laoghaire".

Strolladoù divroidi pennañ, e 2016[2]
Broadelezhniver
 United Kingdom11 927
Banniel Polonia Polonia3120
 SUA2181
India India1919
 Filipinez 1325
 Sina1223
 Frañs1178
 Spagn1024
 Roumania953
Alamagn Alamagn926