Mont d’an endalc’had

Pfalz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kont Palatin ar Roen)
Pfalz e 1400
Kastell Heidelberg
Kastell Mannheim gwechall
Kastell Schwetzing

Pfalz, pe Kurpfalz en alamaneg (Palatinat e galleg), a oa ur stad istorel en Alamagn, en daou du d'ar Roen. Unan eus seizh koshañ stad-dilennerien an Impalaeriezh Santel Roman German e oa, hag ur Priñs-Dilenner, Dilenner Pfalz, en he fenn.

En em astenn a rae ar vro e douaroù a zo hiziv e stadoù Baden-Württemberg, Rheinland-Pfalz hag ivez en Elzas. Heidelberg e oa ar gêr-benn, ha Mannheim ha Frankenthal e oa ar c'hêrioù bras all.

Ur gontelezh (anvet Pfalzgrafschaft bei Rhein) e oa bet a-raok dont da vout ur briñselezh-dilennerien (Kurpfalz). Kentañ dilenner an Impalaeriezh e oa ar c'hont palatin, hag e chomo zoken goude ma voe aet a-du gant ar brotestantiezh.Koulskoude pa roas harp d'an Dcheked emsavet e 1619 e kollas an enor-se a-hed ar Brezel Tregont Vloaz(etre 1623 ha 1648), goude emgannoù Praha ha Wimpfen, pa voe roet da Masimilian Iañ (1573-1651), dug Bavaria, penn skourr ludovigat an tiegezh Wittelsbach, penn katolik an armeoù impalaerel.

Freuz ha reuz a voe lakaet er vro gant armeoù ar roue Loeiz XIV:

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]