Mont d’an endalc’had

Kevread spartakour

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kevre Spartakus)
Kevread spartakour
strollad politikel, aozadur politikel
Deiziad krouiñ4 Eos 1914, 11 Du 1918 Kemmañ
Arvezlabour movement in Germany, German Revolution of 1918–1919 Kemmañ
Anv ofisielSpartakusbund Kemmañ
Anvet diwarSpartacus Kemmañ
DiazezerRosa Luxemburg Kemmañ
Organ kelaouiñDie Rote Fahne Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Ideologiezh politikelKomunouriezh Kemmañ
Raklec'hiet gantSozialdemokratische Partei Deutschlands Kemmañ
Heuliet gantStrollad Komunour Alamagn Kemmañ
Bet erlec'hiet gantStrollad Komunour Alamagn Kemmañ
Palrepublik soviedel Kemmañ
Deiziad divodañ31 Kzu 1918 Kemmañ

Ar C'hevread spartakour (alamaneg : Spartakusbund) a oa ul luskad marksour ha dispac'hour da vare ar bloavezhioù distabilded a voe en Alamagn goude ar Brezel Bed Kentañ. Anvet e voe diwar anv Spartakus. E-touez ar re a savas ar c'hevread e oa Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg. E miz Kerzu 1918 e teuas da vezañ Strollad Komunour Alamagn (KPD : Kommunistische Partei Deutschlands).

Rosa Luxemburg
Karl Liebknecht

Luxemburg ha Liebknecht (mab Wilhelm Liebknecht, hag eñ krouer SPD) a oa daou ezel a-bouez eus tu-kleiz Strollad sokial-demokrat Alamagn (SPD). Pa savas a-du SPD gant diskleriadur brezel ar gouarnamant a-enep Rusia e 1914 e savjont un aozadur enep. Ouzhpenn stourm a-enep ur brezel a oa impalaerour hervezo, e felle da Luxemburg ha da Liebknecht ma vefe aozet un dispac'h, padal o doa dibabet pennoù-bras SPD ar mont en-dro parlamantel. E miz Ebrel 1915 e lakajont embann ar gelaounn Die Internationale, hag a voe berzet kerkent hag embannet an niverenn gentañ. Goude-se e skignjont kazetennoù anvet Sparkatusbriefen (lizheroù Spartakus) dre guzh. Ar Spartakourien a felle dezho ma paouezfe ar brezel ha ma vefe roet ar galloud da guzulioù micherourien. Liebknecht et Luxemburg a voe bac'het eus 1916 da 1918 evit bezañ aozet ur vanifestadeg a-enep ar brezel e Berlin. E miz Du 1918 ec'h embannas Liebknecht, hag a oa ouzh pondalez kastell Berlin, e oa bet savet ur republik sokialour en Alamagn. Er memes nozvezh ec'h embannas Philipp Scheidemann (SPD) er Reichstag e oa bet krouet Republik Weimar.

E miz Kerzu 1918 e voe savet KPD gant izili ar C'hevread spartakour hag izili strolladoù bihanoc'h. E miz Genver 1919 e voe aozet manifestadegoù gant KPD hag ar sokialourien dizalc'h a-enep gouarnamant Weimar, hag a oa kaset gant kreizourien SPD ha renet gant ar c'hañseller Friedrich Ebert. Ar gouarnamant a embannas e oa ar vanifesterien o prientiñ un harz-labour hollek hag un dispac'h komunour e Berlin. Buan e voe mouget an emsavadeg, gant an arme ha gant izili ar Freikorps. Luxemburg ha Liebknecht a voe drouklazhet e-keit ma oant bac'het.

Izili vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]