Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2017
Neuz
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2017 | |||
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2016 | War-lerc'h: | 2018 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2017 zo 68vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ugent redadeg a oa bet redet er bloaz-se ha mont a reas ar maout gant Lewis Hamilton e-touez ar vlenierien ha gant Mercedes e-touez ar saverien. Er bloaz-se e voe degaset cheñchamantoù bras e-keñver stumm ar c'hirri evit lakaat anezho da vont buan-kenañ.
Blenierien ha kirri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu roll an holl vlenierien, skipailhoù hag oberourien kefluskerioù o doa redet e 2017.
Prizioù Bras 2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ne c'hell ket padet Manor Racing da redek ha setu ma rank chom a-sav dre ziviz ar varnerien.
Cheñchamantoù keflusker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Toro Rosso a cheñch keflusker, o tremen eus Ferrari da Renault.
Cheñchamantoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit lidañ e 40 vloaz e lamm Williams un niverenn evit e oto, e-lec'h kaout an FW39 e red an FW40.
- Goude e oa aet Ron Dennis kuit eus McLaren e cheñch an doare da niveriñ e otoioù, gant MCL33 e reer e-lec'h MP4-33.
Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñch a reont skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nico Hülkenberg az a da vleinañ gant Renault e-lec'h Force India.
- Esteban Ocon, deraouad e 2016 gant Manor Racing, az a da vleinañ gant Force India.
- Kevin Magnussen, skarzhet eus Renault, az a da vleinañ gant Haas F1 Team.
- Pascal Wehrlein az a da vleinañ gant Sauber goude ur bloaz gant Manor Racing.
- Valtteri Bottas az a kuit eus Williams evit bleniañ e-kichen Lewis Hamilton gant Mercedes.
Cheñchet o deus skipailh e-kerzh ar bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Carlos Sainz az a da vleniañ gant Renault evit ar peder redadeg ziwezhañ e plas Jolyon Palmer.
Mont a reont kuit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jenson Button, goude 305 Priz Bras, 15 trec'h hag un titl e 2009 az a kuit eus ar Formulenn 1, war-bouez ur redadeg e Monako evit erlec'hiañ Fernando Alonso aet da redek an Indianapolis 500.
- Nico Rosberg, goude 206 Priz Bras, 23 zrec'h hag un titl e 2016 az a kuit eus ar F1. Ar wezh kentañ eo abaoe 1994 ma ne red ket ar c'hampion en titl.
- Rio Haryanto, 16 Priz Bras, ne gav oto ebet da vleniañ.
- Esteban Gutiérrez, 59 Priz Bras, skarzhet eus Haas, a lavar e redo e Formulenn E.
- Felipe Nasr, 39 PB, ne gav oto ebet da vleniañ.
Distreiñ a reont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stoffel Vandoorne, ur Priz Bras e 2016, az a da vleniañ leun-amzer evit McLaren.
- Paul di Resta, 58 Priz Bras, a zeu da erlec'hiañ Felipe Massa, klañv, e Priz Bras Hungaria, gant Williams.
Deraouidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lance Stroll a grog da redek gant Williams F1 Team e-kichen Felipe Massa.
- Antionio Giovinazzi a red daou Briz Bras e-lec'h Pascal Wehrlein, gloazet.
- Pierre Gasly a echu ar bloaz gant Toro Rosso e plas Daniil Kvyat ha Carlos Sainz.
- Brendon Hartley, blenier Andur, trec'hour ar 24 eurvezh ar Mañs, a echu ar bloaz gant Toro Rosso, da gentañ e plas Pierre Gasly, da c'houde en e gichen.
Renkadur 2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Saverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|